Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo ez eo ret hen ober ; met gall a reer ivez daremprediñ tud zo o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud da gejañ outo eo pezh a glask BCD ober gant ar raktres Bazhvalan (e brezhoneg) pe Baçadou (e gallaoueg).

Pinvidik-mor eo kejañ ouzh ur brezhoneger pe ur gallaoueger a-vihanik. Dre ar yezh e vez klevet danevelloùigoù hag e vez desket ur sevenadur hag un istor ne c’hellfemp ken anavezout nemet o lenn levrioù, e mod all. Perc’hennañ ur c’houiziegezh, un doare da welet ar bed a vez graet, ha memes amzer e vez klevet muzik ar yezh, troiennoù ur vro pe un den.

Aet omp da c'houlenn kuzulioù ouzh Annie Ebrel, kanerez ha brezhonegerez a-vihanik, evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik.

Fermer