Year: 2014

“Klichedoù war Breizh” sellet ouzhpenn 30 000 gwech !

Publié le 28/03/2014

5 pennad kentañ ar web-rummad “Klichedoù war Breizh” a zo bet sellet ouzhpenn 30 000 gwech (strollet). Trugarez ! Enlinenn e vo ar pennad o tont d’ar 1añ a viz ebrel (ha n’eo ket ur peskig ebrel…) Evit a re na anavezont ket ar web-rummad “Klichedouù war Breizh” c’hoazh, kit d’ober un tamm tro amañ […]

Lenn ar pennad

Emgavioù daouvloaziek Pondi

Publié le 28/03/2014

Kemer a ray perzh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e Emgavioù daouvloaziek al levrioù istor e Pondi, etre an 11 hag an 13 a viz Ebrel, war dem « Istor ar festoù », e-liamm gant tem kreiz Becedia, skol-veur war vale BCD/S. Ar blijadur en do Charles Quimbert, rener BCD/S, da gemer perzh en daol-grenn (e brezhoneg !) a vo […]

Lenn ar pennad

Teuliad dre dem : an distagañ e Brezhoneg

Publié le 28/03/2014

Bep miz e vo embannet daou deuliad dre dem war bretania.fr gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ober anaoudegezh gant Breizh, pe da gompren anezhi gwelloc’h e talvezint deoc’h. Savet e vo an teuliadoù-se, kaset da benn vat ha skeudennaouet a-drugarez kenoberourien ar Porched, gant tud a-vicher anavezet. Liesseurt e vo an temoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, […]

Lenn ar pennad

Festival Etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar bed”

Publié le 22/03/2014

Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”. Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.

Lenn ar pennad

Bretania war ar rouedadoù sokial

Publié le 20/03/2014

Kavet e vez Bretania war ar rouedadoù Facebook ha Twitter ! Ingal e vo embannet keleier warne : Da Lun : titl-pennañ ar c’hazetennoù ; lennit titloù-pennañ ar c’hazetennoù meur a zegadoù bloavezhioù zo ! Da Veurzh : divinatez ar sizhun ; deoc’h da glask dirouestlañ anezhi a-drugarez Bretania. Da Verc’her : kaset e vo deoc’h ar c’heleier bet embannet gant ur c’henoberour. […]

Lenn ar pennad

Ar gouel war evezh

Publié le 18/03/2014

Pempvet abadenn Becedia, skol-veur war vale savet gant BCD/S, zo bet dalc’het e Ti ar Vro Treger Goueloù d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh e Kawan.  Displegañ penaos eo bet mestroniet ar festoù gant ar pennoù-bras (politikel ha relijius) a-hed an amzer a oa pal an abadenn. Gant Marc Clérivet, kelenner titlet war ar sonerezh […]

Lenn ar pennad

kelaouenn Musées et collections publiques de France : embannet eo un niverenn ispisial, « Oralité et musées, valoriser la mémoire orale collective »

Publié le 17/03/2014

E miz Meurzh 2013 e oa bet aozet, gant Penngevredigezh mirourien dastumadegoù publik ar Frañs (AGCCPF) asambles gant Ofis ar glad sevenadurel dizanvez (OPCI), un emgav e Trelaze (49), evit ma c’hallfe ar berzhidi rannañ o skiant-prenet war plas an hengoun dre gomz er mirdioù, en ekomirdioù hag e kement aozadur publik a seurt-se zo. […]

Lenn ar pennad

[Galv da raktresoù] Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh

Publié le 17/03/2014

Kemerit perzh e renabl ar glad sevenadurel e Breizh. Titouroù war lec’hienn ar rannvro.

Lenn ar pennad

[Galv da raktresoù] Savit raktresoù sevenadurel nevez evit ar re 15-29 bloaz !

Publié le 17/03/2014

Un 3e galv da raktresoù zo embannet gant Rannvro Breizh evit kas war-raok raktresoù sevenadurel hag arzel hag a lakay tud etre 15 ha 29 bloaz e-kreiz ar jeu. Pal an 3e galv-se, embannet gant Rannvro Breizh e-barzh he folitikerezh evit ar sevenadur, eo sikour ar raktresoù sevenadurel hag arzel evit re yaouank etre 15 ha […]

Lenn ar pennad

Yaouankiz Breizh : poltriji afrikarmorikaned

Publié le 14/03/2014

Kinnig a ra Vincent Paulic deomp ur sell all war idantelezh Breizh, dre santimantoù ar re e ra-eñ an Afrikarmorikaned dioute. Afrikan eo unan deus o zud, ha ne vez gwelet enne, alies-mat, gant an dud tro-dro dezhe, nemet o zu afrikan, kentoc’h evit o idantelezh a Vreizhiz, ha pa vefent ganet er vro, desket […]

Lenn ar pennad