Aktoù Emgavioù etrebroadel ar GSD e Breizh – 2012

An eil Emgavioù etrebroadel war ar glad sevenadurel dizanvez a oa bet aozet e Brest e miz Kerzu 2012 gant BCD/Sevenadurioù, asambles gant ar gevredigezh Dastum, da geñver ar Festival No border 2, kaset da benn gant ar gevredigezh Bretagne World Sound ha Leurenn-vro ar C’hwartz.

Diskouezet zo bet ur wech c’hoazh, e-kerzh an Emgavioù-se aozet da heul re Roazhon e 2008, eo bras-kaer an interest evit ar meizad, a c’haller muzuliañ gant an niver a gendivizoù hag a studiadennoù aozet war an tem-se. Tro-ha-tro o doa an oberourien arzel hag ar skolveuridi kemeret ar gomz dirak an holl, ha kaozeadennoù a live uhel-mat a oa bet. Evit skignañ ar prezegennoù ha delc’her roud dioute int bet kenembannet gant BCD hag ar gevredigezh Dastum.

Actes_brest-1-425x662

Adkavout a rit prezegennoù : Matthieu Banvillet ; Jean-Claude Carpanin Marimoutou ; Michel Colleu ; Félix Cotellon ; Johanni Curtet ; Mathilde Doyen ; François Erlenbach ; Pierre Fénard ; Laurent-Sébastien Fournier ; Antoine Gauthier ; Ronan Guéblez ; Patricia Heiniger-Casteret ; Christian Hottin ; Chérif Khaznadar ; Yann-Fañch Kemener ; Anne-Marie Kervern ; Jean-Michel Le Boulanger ; Max Leguem ; Clémentine Le Moigne ; Léna Le Roux ; Peggy Liaigre ; Jean-Michel Lucas ; Erik Marchand ; Patrice Meyer-Bisch ; Jean-Pierre Nicolas ; Annie Pivette ; Jean-Claude Quentel ; Charles Quimbert ; André Ricros ; Marion Rochard ; Pierre Schmit ; Nomindari Shagdarsuren.

Rannet e vez gant  Coop Breizh.

Tu ‘zo deoc’h koumanantiñ anezhañ gant BCD/Sevenadurioù Breizh pe Dastum.

Ment : 210×135 mm

Priz publik : 12 €

272 pajenn

An dastumad Brug

Bretagne Culture Diversité a lak e plas un dastumad « BRUG ». Kaoz e vo deus glad sevenadurel dizanvez ha deus liesseurted sevenadurel en dastumad-mañ.