Category: BCD

Anna Quéré a zo nevez erruet e BCD. E karg ledañ danvez sevandurel Breizh e vo he labour.

Publié le 04/03/2022

Erruet eo Anna Quéré e-touez skipailh BCD abaoe deroù miz Meurzh ! Karget eo da ledañ danvez sevenadurel Breizh. Goude studioù war an istor hag a sokioyezhoniezh, he doa labouret Anna evel kazetennerez e France 3 Breizh e-pad dek vloaz. Kazetennerez dizalc’h eo deuet da vezañ da c’houde. Labouret he deus evit meur a gazetenn, […]

Lenn ar pennad

Tudi Kernalegenn, anvet rener Bretagne Culture Diversité

Publié le 21/07/2020

Nag a cheñchamantoù e BCD. Aet eo Charles Quimbert war e leve hag anvet eo bet Tudi Kernalegenn da rener abaoe ar c’hentañ a viz Gouere. Kinnig a reomp deoc’h ober anaoudegezh gantañ. A orin eus Kemper eo Tudi hag unan deus bachelourien kentañ Diwan e 1997 eo. Ur wech paket ar bak gantañ en […]

Lenn ar pennad

Un teul war Pont-Aven, kêr al livourien war Bécédia

Publié le 26/09/2017

Amerikaned an hini oa an arzourien gentañ a reas kêr al livourien eus Pont-Aven e kreiz an XIXvet kantved, pell kent ma teuas eno Paul Gauguin hag Émile Bernard. A-drugarez d’ar gentidi-se e teuas Pont-Aven da vezañ ur stal-livañ war ar maez hag annez krouerien o klask awen. Displegañ a ra Estelle Guille des Buttes-Fresneau war […]

Lenn ar pennad

“Komzoù brezhoneg”, ur chadenn klewelet nevez war Bécédia

Publié le 29/05/2017

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg. Tregont video a zo bet produet gant Skol Vreizh ha 6 kenbroduet gant sikour Bretagne Culture Diversité. An destenn a zo bet skrivet […]

Lenn ar pennad

Gouel broadel ar brezhoneg, an distro !

Publié le 18/05/2017

E 1998 ‘oa bet dalc’het Gouel broadel ar brezhoneg ‘ba Langoned evit ar wech diwezhañ. d’an 19 hag an 20 a viz mae o tont e vo lidet ar brezhoneg en dro ba’r bourk ! Ur program pinvidik a vo kinniget d’an dud : sonerezh, c’haoriaoù, sinema, prezegennoù… peadra ‘vit kemer plijadur e brezhoneg ! […]

Lenn ar pennad

Digoridigezh Bécédia d’ar 27 a viz genver : ul lec’hienn gant danvez dibar war Breizh ha war tud ar vro

Publié le 18/01/2017

D’ar 27 a viz genver o tont e vo digoret « Bécédia ». Kinniget e vo gant al lec’hienn nevez-mañ an holl danvez produet gant BCD/Sevenadurioù Breizh (doserioù tematek, dafar evit ar skol, diskouezadegoù niverel, teulfilmoù-web, abadennoù radio…). Lies eo an tachennoù studiet : an istor, an douaroniezh, an tudoniezh, ar sokiologiezh, ar sonerezh, an arzoù, ar […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan kinniget da brezhonegerien bro Roazhoñ

Publié le 24/10/2016

Ur wech ar miz, d’ar Gwener da noz, e vez pedet brezhonegerien bro Roazhoñ da bakañ banne o kaozeal brezhoneg. E Skol an Emsav e vez staliet an Davarn vrezhonek. Ezhomm ‘z eus, eme an aozerien, da gaout seurt prantadoù evit kaout un digarez da vrezhonegiñ, evit ar re a zo o paouez deskiñ brezhoneg […]

Lenn ar pennad

Sport ha breizhadelezh e abadenn radio Sevenadurioù miz mae

Publié le 22/06/2016

Da heul Gouel daouvloaziek al levrioù istor bet dalc’het e Pondi e fin miz Ebrel diwar-benn ar sport hag ar Redadeg evit ar brezhoneg loc’het n’eus ket pell ‘zo eus Sant-Ervlan hag a yelo war droad betek Lokoal-Menton, setu ni o pleustriñ gant an tem-mañ ivez ! Er rubrikenn Aktu e vo graet un tamm […]

Lenn ar pennad

Emvod publik war renabl ar GSD e Bro Kornôg Kreiz Breizh d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret

Publié le 17/06/2016

Un emvod publik a zo aozet d’ar 4 a viz Gouere e Lokeoret evit displegañ d’ar boblañs palioù ha mod implij renabl ar glad sevenadurel dizanvezel e Bro Kornôg Kreiz Breizh. Krog eo BCD/Sevenadurioù Breizh da sevel renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro Kornôg kreiz Breizh gant sikour ar bodad Sevenadur Kuzul diorroiñ ar Vro ha […]

Lenn ar pennad

Ur burev BCD/Sevenadurioù Breizh digoret e Sant-Brieg

Publié le 23/05/2016

Lidet eo bet digoridigezh burev BCD/Sevenadurioù Breizh staliet e Sant-Brieg d’ar meurzh 17 a viz mae tremenet. Pedet e oa bet izili ar c’huzul merañ ha kevelerien BCD/Sevenadurioù Breizh evit-se d’an devezh-se. Staliet eo ar burev-mañ e Ti ar Vro/L’ôté war porzh al Légué. Servijout a raio deomp da lakaat kefridioù ha labourioù BCD/Sevenadurioù Breizh […]

Lenn ar pennad