Category: BCD

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Publié le 29/09/2015

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5. Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar […]

Lenn ar pennad

Embannadurioù TES – Ar Brezl bras

Publié le 28/09/2015

Ar brezel 14 bevet gant ar Vretoned, pe e vefent bet war an talbenn pe chomet e Breizh. Ugent tem (an trañcheoù, ar brizonidi, al labour, ar skol…), skeudennaouet gant un toullad dielloù a bep seurt, e brezhoneg an darn vrasañ anezho : fotoioù, lizhiri, pennadoù kazetennoù… Ur c’heriaoueg hag un dastumad danevelloù e fin al […]

Lenn ar pennad

“Les enfants d’après” deus Bato Čengić, taol kalon nevez war Bed

Publié le 22/09/2015

Kavout a reer ur film deus ar re gentañ e-touez reoù ar Balkanoù lakaet war BED : ur film faltazi sevennet gant Bato Čengić, ur sevener bosniat aet d’an anaon e 2007. Les enfants d’après eo anv ar film. Pa lenner an titl e saouznege komprener gwelloc’h deus ar pezh a vez kontet ennañ : Playing […]

Lenn ar pennad

BCD/Sevenaduriou Breizh e Gouel Etrekeltiek an Oriant eus ar 7 betek ar 16 a viz eost 2015

Publié le 20/07/2015

BCD/Sevenadurioù Breizh a vo e Gouel Etrekeltiek an Oriant d’ar 7 betek ar 16 a viz eost2015. Gouestlet e vez 45vet FIL da Kernev-Veur hag Enez Manav. Kinniget e vo an diskouezadeg « Ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh » e Palez ar c’hendalc’hioù. Gweladennoù heñchet a vo kinniget bemdez etre 4 eur […]

Lenn ar pennad

Breizh App kinniget e Brezhoneg !

Publié le 06/07/2015

Un arload evit dizoloiñ Breizh eo “Breizh App”. Kinniget e galleg hepken e penn kentañ, tu ‘zo bremañ lenn an dañvez e brezhoneg. Dizoloit Breizh dre doserioù dre demoù, dre ur gartenn etreoberiant pe dre ur rizenn amzer ! [bloc-noir] Kinniget evit Android : https://play.google.com/store/apps/details?id=com.bcd.breizhapp Hag evit iOS : https://itunes.apple.com/app/id914794602 [/bloc-noir]

Lenn ar pennad

Emvod-Meur BCD/Sevenadurioù Breizh

Publié le 13/05/2015

Dalc’het e vo Emvod-Meur BCD/Sevenadurioù Breizh d’ar sadorn 6 a viz Even 2015 adalek 9e30 er Vauban (17 bali Georges Clémenceau) e Brest. Studiet e vo danevell obererezh ar gevredigezh evit ar bloazh 2014 ha kinniget e vo ar raktresoù a vo kaset e 2015. Ur pred a zo kinniget adalek 1 eur, dav eo […]

Lenn ar pennad

Pennad nevez : Ar Vretoned, kredennourien holl

Publié le 14/04/2015

Dizoloit kliched nevez web rummad “Klichedoù Breizh” !

Lenn ar pennad

Kendiviz Minorelezhioù ha bedeladur

Publié le 12/12/2014

Aozet eo bet gant BCD Sevenadurioù, gant skoazell  skipailh enklaskoù Ermine (CRBC-Roazhon 2), ur c’hendiviz etrevroadel diwar-benn «  Minorelezhioù ha bedeladur  » d’an 23 ha d’ar 24 a viz Here 2014 e Roazhon. Kudennoù an identelezhioù dibar en ur bed troet war-zu ar bedeladur, setu kalon an divizoù zo bet dalc’het. «  Gwelet a reer […]

Lenn ar pennad

Kendael / Sizhunvezh sevenadurel tro dro d’ar “gouzout-debriñ” hag d’ar “gouzout-evañ” e Kemper ha Roazhon

Publié le 24/10/2014

Treuzkas ar ouiziegezh tro dro d’ar “gouzout-debriñ” hag d’ar “gouzout-evañ” sed aze palioù an devezhioù a vez aozet gant ar gevredigezh Le Banquet gant sikour BCD/Sevenadurioù e Kemper (d’ar 17 betek ar 24 a viz Here) hag e Roazhon (d’ar 24 betek an 30 a viz du). [Lenn roll an devezhioù]

Lenn ar pennad

Kendiviz etrebroadel : Minorelezhioù ha bedeladur – 23&24 a viz Here e Roazhon

Publié le 19/10/2014

Kenaozet e vez  gant BCD / Sevenadurioù ha strollad enklask war ar minorelezhioù broadel hag ar c’henelelezhioù ERMINE (CRBC Roazhon, ÉA 4451) un c’hendiviz etrebroadel d’an 23 ha 24 aviz Here 2014 e Roazhon war talbenn ar minorelezhioù hag an identelezhioù sevenadurel dirak ar bedeladur. An devezhioù-se a lakao war-wel Republik Sakha (e biz Siberia). […]

Lenn ar pennad