Diskouezadeg “Ar fest-noz, glad an dudelezh”

Grit anaoudegezh gant ar festoù-noz en diskouezadeg-se, staliet e Maison de la Bretagne (ti Breizh) e Pariz hag e Kuzul rannvro Breizh war ar memes tro.

Hep ar festoù-noz, Breizh ebet ! Ul lodenn bennañ deus idantelezh ar vro zo e-kreiz an diskouezadeg-se, an hini gentañ diwar deir, a zeu da heul ma vefe bet lakaet ar festoù-noz war renabl UNESCO Glad sevenadurel dizanvez an dudelezh. Etre penn-kentañ festoù-noz gwechall enebet ouzh ar balioù bet aozet er bloavezhioù 1950, hag ar festoù-noz o virvidikaat er bloavezhioù 1970, gwelit pegen cheñch-dicheñch eo o doareoù. Gant Kuzul rannvro Breizh, asambles gant Dastum ha Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, eo aozet an diskouezadeg, bet leurennet gant Simon Poligné.

Pleustrek :

– Deus ar 17 a viz C’hwevrer d’an 12 a viz Gwengolo 2014 e ti-pennañ Kuzul Rannvro Breizh, 283, bali ar Jeneral Patton, Roazhon, deus al Lun d’ar Gwener, etre 8 eur beure ha 7 eur noz. Digoust.

– Deus an 10 a viz C’hwevrer d’ar 26 a viz Gwengolo 2014 e Maison de la Bretagne (ti Breizh), 8, ru an Arrivée, 75015 Pariz, deus al Lun d’ar Gwener, etre 9 eur 30 beure ha 6 eur noz. Digoust, nemet m’eo bet feurmet ar sal (titouroù : 01 53 63 11 50).

Distreiñ da roll ar pennadoù