Emgavioù “TAP, sevendaur ha yezhoù Breizh” an 3 a viz ebrel e Plañvour

En ur strollad anvet « POT Breizh », e kaver kevredigezhioù bodet evit labourat war plas yezhoù ha sevenadur Breizh e-doug ar Prantadoù Obererezhioù Tro-skol (POT).

Tro-dro d’an tem-resis-mañ e vo aozet  gant ar strollad-labour-se un devezh eskemmoù hag emgavioù, a-benn ar Gwener 3 a viz Ebrel, e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56), evit klask gwelout penaos emañ ar jeu e Breizh : petra e vez kinniget da vat a-fet sevenadur Breizh, penaos gwiriekaat ar c’hinnigoù, peseurt frammoù ha peseurt stummadur a c’hortozer ?
Pedet eo neuze an holl berzhidi da zont da reiñ o zesteni, da eskemm, ha da sevel o goulennoù, forzh pe hini a vefe o c’harg e-barzh mont e-dro ar prantadoù obererezhioù tro-skol.
Kavout a rit amañ dindan programm an devezh hag an teul enskrivadur.

Posupl eo deoc’h ivez pellgargañ an doare PDF amañ.

Roll an devezh

– 9eur1/2 degemer ar berzhidi

– 10e00 -10e1/kinnig an devezh, digoradur diwar-benn POT ha yezhoù ha sevenadur Breizh gant Charles Quimbert (Rener ar BCD)
Abegoù an devezh: aesaat plas sevenadur Breizh er POT.
Danvezioù a blijfe deomp e vefe kaozeet outo  :
Kudennoù pleustrek e-liamm gant an doare merañ ar POT, gwellaat ar stummadurioù, kizidikaat ar strollegezhioù, kinnig disoc’hoù, ha kement ‘zo.

– 10e1/2 – 11e00 Kinnig dre vras ar POT e-barzh framm adkempenn an amzer skol gant Françoise Favreau (Renerez akademiezh servijoù an Deskadurezh stad, ensellerez an akademiezh)
Bilañs ar POT dre vras (palioù, diaesterioù, pezh en deu graet berzh…)

11h00 – 11h30 Petra eo sevenadur Breizh ? gant Yves Defrance (etno-muzikologour, kelenner e skol-veur Roazhon 2 )

11e1/2 – kreisteiz Kinnig dre skeudennoù : kelaouadenn filmet (5’)
POT ha sevenadur Breizh : Titouroù sifret diwar-benn an obererezhioù (sifroù bet kaset gant ar c’hevredigezhioù sevenadurel). Sifroù sontadeg BCD/Sevenadurioù.
Eskemmoù ha diviz.

– Kreisteiz – Kreisteiz hanter Kinnig taolioù-arnod damheñvel tro-dro da yezh ha sevenadur Okitania gant Marie-Hélène Villacampa CFPOc (Kreizenn stummadur micherel en Okitaneg)
 
– 12h30 – 14h00 lein

– 14h00 -15h30 : stalioù-labour

* Stal 1 : POT ha sevenadur Breizh. Peseurt palioù ? Peseurt diaesterioù da-geñver o staliadur ?
Kenaozet ha kaset en-dro gant Philippe Ramel (kelc’h keltiek Roazhon)
Perzhidi: Robert Raulo (eil-prezidant Kendalc’h), Philippe Janvier (Skol sonerezh An Oriant), Gwenola Ropars-Sohier (Ensellerez war ar Brezhoneg e Penn-ar Bed), Jean-Paul Chevrel (FCPE hag ezel Kuzul akademiezh ar yezhoù rannvro)

* Stal 2 : Ar stummadur / rummadur /michereladur ar berzhidi.
Kenaozet ha kaset en-dro gant  Lena Gourmelen
Perzhidi: Laurent Muguet (USEP-Kevre an deskadurezh 56) ; Serge Kerichard (CEMEA) ; Bérénice de Beauvoir (ADPEP 56) ; Isabelle Kauffmann (DRJSCS) ; Corinne Gouadec (CNFPT).

* Stalig 3 :Pezh emañ ar strollegezhioù en-gortoz a-fet sevenadur Breizh (kinnigoù, liested, kenglotausted).
Kenaozet ha kaset en-dro gant  Alain Madoré (kenbrezidant  Kuzul Diorren  Bro Redon Kreisteiz Breizh)
Perzhidi: Sébastien Miossec (Maer Rieg, Prezidant  ar C’hocopak), Armelle Bothorel (Maerez Lanvealgon, eil-prezidantez tolpad St-Brieg), Emmanuelle Williamson (eil-maerez An Oriant, krget eus ar sevenadur), Etienne Bars (DDCS29), Soazig Prian (FCPE)

– 15h30 -16h00 : kinnig ar sintezennoù

– 16h00 – 16h30 : eskemmoù kaset en-dro gant un hanterour
Hanterourien : Charles Quimbert + Philippe Lanoë

– 16h30 – 17h00 : Klozadur gant Jean-Michel Le Boulanger (eil prezidant ar C’huzul rannvro, karget eus ar sevenadur)

En em enskrivañ d’an Emgavioù

    Formulaire d'inscription aux rencontres "TAP, culture et langues de Bretagne / Folenn enskrivañ "TAP, sevenadur ha yezhoù Breizh"

    Vendredi 3 avril 2015
    Gwener 3 a viz Ebrel 2015
    Amzer nevez - Ploemeur / Plañvour

    Réponse avant le lundi 23 mars 2015 - Respont a-raok al lun 23 a viz Meurzh

    Informations personnelles / Titouroù

    Nom / Anv :
    Prénom / Anv-bihan :
    Fonction / Micher :
    Structure / Framm :
    Adresse / Chomlec'h :
    Code Postal / Kod post :
    Ville / Kêr :
    Adresse électronique / Postel :

    Inscription au repas / Kemer perzh d'ar pred

    Je souhaite déjeuner (prix du repas : 12,80 €) / Fellout a ra din en em enskrivañ d'ar pred (12,80 €)Je ne souhaite pas prendre part au déjeuner / Ne fell ket din kemer perzh d'ar pred

    Inscription à l'un des ateliers de l'après-midi (attention les ateliers sont limités à 25 personnes maximum) / Enskrivadurioù d'ur stal-labour (diwallit rak n'eus nemet 25 plas e pep stal)

    Je souhaite participer à l'atelier 1 : TAP, culture et langues de Bretagne. Quels objectifs ? Quelles difficultés dans leur mise en place ? / Fellout a ra din kemer perzh er stal labour 1 : TAP ha sevenadur Breizh. Peseurt palioù ? Diaesterioù evit aozañ ar mareoù troskol ?Je souhaite participer à l'atelier 2 : La formation / qualification / professionnalisation des intervenants / Fellout a ra din kemer perzh er stal labour 2 : Ar stummadurioù / perzhegezhioù micherel / penaos micherelaat ar berzhidi.Je souhaite participer à l'atelier 3 : Les attentes des collectivités en matière de culture bretonne (offre, diversité, complémentarité) / Fellout a ra din kemer perzh er stal labour 3 : Petra vez gortozet gant ar strollegezhioù publik (kinnig, liested, kenglokausted).

    captcha

    Distreiñ da roll ar pennadoù