kelaouenn Musées et collections publiques de France : embannet eo un niverenn ispisial, « Oralité et musées, valoriser la mémoire orale collective »

E miz Meurzh 2013 e oa bet aozet, gant Penngevredigezh mirourien dastumadegoù publik ar Frañs (AGCCPF) asambles gant Ofis ar glad sevenadurel dizanvez (OPCI), un emgav e Trelaze (49), evit ma c’hallfe ar berzhidi rannañ o skiant-prenet war plas an hengoun dre gomz er mirdioù, en ekomirdioù hag e kement aozadur publik a seurt-se zo.

Bodet eo an holl brezegennoù bet kinniget en 268vet niverenn ar gelaouenn vrav-se a vez o voueta ingal an dud a-vicher er mirdioù.

Un dek vloaz zo bennak bremañ eo birvidik da vat ar preder war gudennoù na vezent ket taolet alies e kont a-raok : daoust hag he deus ar sevenadur dre gomz ur plas en tier a lak ar sevenadur war-wel ? Respontoù a zo degaset d’ar goulenn-se, dre skiant-prenet pleustrek ha liesseurt ar brezegennerien, e Aktoù an emgav-se aozet gant an OPCI. Tri rann ac’h a d’ober anezhe : « Pa zeu ar gaoz d’an traoù », « Talvoudekaat seurtoù nevez ar glad », « Un doare mirdi nevez diwar binvioù niverel ».

Er prezegennoù e lenner tamm-ha-tamm an diskoulmoù kinniget e mirdioù zo : mirdi Istor an Embroañ e Pariz, mirdi enezenn Oleron, Kumuniezh kumunioù Marais-de-Monts evit Ekomirdi gwern ar Vande Le Daviaud, mirdi Skol vroadel an arzoù hag ar micherioù/CNAM e Pariz, mirdi ar c’hemberioù e Lyon, mirdi teknikoù ar feilhañs e Sarreguemines, mirdi Istor Naoned, mirdi Istor ar Vande, hag e servijoù-bro aozadurioù kumuniezhioù publik zo ivez : servij glad Rannvro Broioù al Liger, servij glad Kêr Konkerne, Kêr Blaen, Kêr Trelaze ; ha dre soñjoù enklaskerien engouestlet e talvoudekaat ar seurt glad-se : Catherine Cuenca, war anv ar gefredi PATSTEC e skol-veur Naoned, Yann Leborgne war anv an OPCI, Gérôme Guibert, deus ar Sorbonne, war anv ar CIM.

Kavet e vez an teuliad bras ha leun-se en AGCCPF, 6, bali Mahatma-Gandhi, 75116 Paris, pg. 01 44 17 60 60. Priz ur skouerenn : 25 €, frejoù kas e-barzh.

Unan deus an emgavioù aozet gant an OPCI eo an devezhioù Hengoun dre gomz ha mirdioù, evit ma c’hallfe an dud komz deus dastum, saveteiñ ha talvoudekaat ar glad sevenadurel dizanvez.

Emgavioù da zont :

Mémoires en chantier – Mémoires des ports, deus an 3 d’ar 5 a viz Here 2014 (Eñvorennoù er chantieroù, er porzhioù, kenaozet gant Kêr Konkerne).

Mémoires entrelacées : pevar devezh evit lidañ pempvet bloavezh an OPCI, e Naoned, etre an 22 hag ar 25 a viz Here 2014 (asambles gant Les Anneaux de la Mémoire ha Mémoires de l’Outre-Mer).

Evit kaout titouroù ha lakaat e anv : Michel Colleu – OPCI, 29, straed Yann-d’Argent, Douarnenez,  06 34 96 03 13 –  – www.opci-asso.fr

Distreiñ da roll ar pennadoù