Kendiviz etrebroadel : Minorelezhioù ha bedeladur – 23&24 a viz Here e Roazhon

Kenaozet e vez  gant BCD / Sevenadurioù ha strollad enklask war ar minorelezhioù broadel hag ar c’henelelezhioù ERMINE (CRBC Roazhon, ÉA 4451) un c’hendiviz etrebroadel d’an 23 ha 24 aviz Here 2014 e Roazhon war talbenn ar minorelezhioù hag an identelezhioù sevenadurel dirak ar bedeladur. An devezhioù-se a lakao war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).

Daoust ma c’hell bout souezhus da lod, e kas bedeladur ar blanedenn gantañ d’e heul ur c’hresk e startijenn minorelezhioù a bep seurt. Ha ken souezhus-se, a gav deoc’h ? Ha ne vefe ket, er c’hontrol,  ul liamm poellek etre an daou c’hoarvoud ?

Dre ma ya ar bedeladur war-zu an unvaniñ, emañ o lakaat nec’het an arouezioù sevenadurel, ha doareoù bevañ ar minorelezhioù zoken. Ha koulskoude eo dre m’emañ o kompezañ an doareoù-se, emaint o klask sevel o fenn en-dro just a-walc’h, hag alese ar strivoù da saveteiñ ar sevenadurioù diouto o-unan, hag ar goulennoù war o emrenerezh.

Ouzhpenn da-se, dre m’emañ o tiskar ar pennadurezhioù hengounel – hag ar stadoù-broioù dreist-holl –  e c’hell ar bedeladur degas nerzh da  strolladoù a vez pe dindan pe a-us ar stadoù, hag alese reiñ un ton nevez d’ar pezh a reer «em-veli»dioutañ.

Erfin, dre ma kresk ar santimant emaomp holl o vevañ en hevelep «kêriadenn ar bed», dre ma tiorren ur goustiañs a-stroll eus an dañjerioù evit an denelezh, dre ma kresk niver ar pobladoù dilec’hiet a-dreuz ar bed, e teu war-wel doareoù nevez, en ur gevredigezh demokratel, da zegemer tud all, estrañjourien.

Evit afer-se emañ BCD / Sevenadurioù oc’h aozañ, gant skoazell ar skipailh enklask «Ermine», ar c’hendiviz «Minorelezhioù ha Bedeladur», a lakaio war-wel Republik Sakha (e biz Siberia).

Tri darvoud a-bouez a ya d’ober ar c’hentañ kendiviz-mañ :

Soñjal – Pevar fennad-kaoz diwar-benn ar minorelezhioù ha kudenn an identelezhioù en ur gevredigezh bedelaet ;

Ober anaoudegezh – Pevar fennad-kaoz gouestlet da Republik Sakha ha Yakoutia ;

Dirouestlañ – Pevar fennad-kaoz gouestlet da zarvoudoù a-vremañ, gant ur sell aketus-tre a vo taolet ar bloaz-mañ war bro-Gatalonia ha bro-Skos, e-kreiz ar c’heleier er mareoù-mañ.

[Pellkargañ roll ar c’hendiviz]

En em enskrivañ

    Formulaire d'inscription / Fichenn enskrivadur / Registration form
    Colloque international « Minorités et mondialisation » / Kendiviz etrevroalel « Minorelezhioù ha bedeladur» / International symposium 'Minorities and globalization'

    Les 23 et 24 octobre 2014 à la chambre de métiers et de l'artisanat d'Ille-et-Vilaine - Rennes-
    D'an 23 ha 24 a viz Here 2014 e kambr micherioù hag artizanelezh Il ha Gwilen - Roazhon-
    International symposium 'Minorities and globalization'
    October, 23 & 24, 2014 at the Chamber for Crafts, Ille-et-Vilaine - Rennes-

    Informations personnelles / Titouroù / Personal information

    Nom / Anv / Second Name:
    Prénom / Anv Bihan / First name :
    Fonction / Micher / Position :
    Structure / Framm / Organisation :
    Adresse / Chomlec'h / Address :
    Code Postal / Kod post / Postal code :
    Ville / Kêr / Town :
    Adresse électronique / Chomlec'h mel / Email :

    Inscription / Enskrivadur / Registration

    Je souhaite assister au ciné-débat et au concert de musique yakoute/évène organisés au Tambour, Rennes2, le jeudi 23 octobre 2014 à partir de 18h00 / Fellout a ra din kemer perzh er film-diviz hag en abadenn sonerezh yakout/even kinniget e sal an Tambour, e Roazhon, d'ar Yaou23 a viz Here 2014 azalek 6 eur noz / I would like to attend the ciné-debate and the Yakut/Even music concert at the Tambour, Rennes 2, on Tuesday, October, 23, 2014 at 6PM.

    Je souhaite assister au colloque « Minorités et Mondialisation » organisé le vendredi 24 octobre 2014 à la Chambre de métiers et de l’artisanat d’Ille-et-Vilaine / Fellout a ra din kemer perzh er c'hendiviz «Minorelezhioù ha Bedeladur» kinniget d'ar Gwener 24 a viz Here 2014 e Kambr micherioù hag artizanelezh Il-ha-Gwilen / I would like to attend the symposium 'Minorities and globalization' on Friday, October, 24, 2014 at the Chamber of Crafts of Ille-et-Vilaine /

    Je souhaite recevoir la newsletter de l’association Bretagne Culture Diversité / Fellout a ra din bezañ koumanantet da lizher-kelaouiñ ar gevredigezh BCD BCD/Sevenadurioù / I would like to receive Bretagne Culture Diversité's newsletter.

    captcha

    Distreiñ da roll ar pennadoù