Keleier

BCD/Sevenadurioù Breizh e Dielloù departamantel Aodoù an Arvor

Publié le 15/10/2015

Pedet eo BCD/Sevenadurioù da ginnig skouerioù  deus ostilhoù nevez evit an deskadurezh d’ar merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez e Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor e Sant-Brieg. Kinniget e vo da gentañ an diskouezadeg bale “Aodoù an Arvor er brezel bed kentañ” savet gant an Dielloù departamantel. Da heul e vo […]

Lenn ar pennad

Emañ an diskouezadeg war ar c’hontadennoù enlinenn

Publié le 12/10/2015

Labourat a ra Bretagne culture diversité da skignañ danvez sevenadurel Breizh. Sevel a ra ostilhoù aes da implij evit tizhout ar muiañ a dud posubl, ar re yaouank da gentañ. Labourat a ra ar gevredigezh gant aktourien sevenadurel evit sevel raktresoù a-gevret. Skignet e vez an danvez sevenadurel-mañ dre ar stummoù niverel ha dre Internet […]

Lenn ar pennad

Pennad 12 – Ar Gouren

Publié le 07/10/2015

Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…

Lenn ar pennad

Emañ pennad diwezhañ Klichedoù Breizh enlinenn

Publié le 06/10/2015

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued… E12-S02 Les Bretons et le beurre salé from BCD Sevenadurioù on Vimeo.

Lenn ar pennad

P12 R02 – Ar Vretoned hag an amann sal

Publié le 06/10/2015

Debret e vez muioc’h a amann sal gant ar vretoned ! Sed aze ar pezh a vez lavaret, ha n’eo ket ur c’hliched ! Kalzig a vez debret ganto : tost div gwech muioc’h eget ar C’hallaoued…

Lenn ar pennad

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Publié le 29/09/2015

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5. Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar […]

Lenn ar pennad

Embannadurioù TES – Ar Brezl bras

Publié le 28/09/2015

Ar brezel 14 bevet gant ar Vretoned, pe e vefent bet war an talbenn pe chomet e Breizh. Ugent tem (an trañcheoù, ar brizonidi, al labour, ar skol…), skeudennaouet gant un toullad dielloù a bep seurt, e brezhoneg an darn vrasañ anezho : fotoioù, lizhiri, pennadoù kazetennoù… Ur c’heriaoueg hag un dastumad danevelloù e fin al […]

Lenn ar pennad

Ur renabl deus ar glad sevenadurel dizanvez Kornôg Kreiz-Breizh

Publié le 28/09/2015

Emañ ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o vont da renabliñ ar glad sevenadurel dizanvez e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Tri bloavezh e pado an enklask etre tout, ha 18 miz e pado e goulzad kentañ, hag a zo o paouez komañs. E kreiz Bro-Breizh, etre tri departamant (Aodoù-an-Arvor, […]

Lenn ar pennad

“Les enfants d’après” deus Bato Čengić, taol kalon nevez war Bed

Publié le 22/09/2015

Kavout a reer ur film deus ar re gentañ e-touez reoù ar Balkanoù lakaet war BED : ur film faltazi sevennet gant Bato Čengić, ur sevener bosniat aet d’an anaon e 2007. Les enfants d’après eo anv ar film. Pa lenner an titl e saouznege komprener gwelloc’h deus ar pezh a vez kontet ennañ : Playing […]

Lenn ar pennad

Bazhvalan : emañ ar gartenn enlinenn

Publié le 21/09/2015

Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo ez eo ret hen ober ; met gall a reer ivez daremprediñ tud zo o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud da gejañ outo eo pezh a glask BCD ober gant ar […]

Lenn ar pennad