Keleier

Pennad 6 Rummad 2 – Ar Vretoned, kredennourien holl

Publié le 08/04/2015

Ar brezhoneg hag ar feiz a zo breur ha c’hoar e Breizh… Gwir ?!!!

Lenn ar pennad

Emgavioù “TAP, sevendaur ha yezhoù Breizh” an 3 a viz ebrel e Plañvour

Publié le 31/03/2015

En ur strollad anvet « POT Breizh », e kaver kevredigezhioù bodet evit labourat war plas yezhoù ha sevenadur Breizh e-doug ar Prantadoù Obererezhioù Tro-skol (POT). Tro-dro d’an tem-resis-mañ e vo aozet  gant ar strollad-labour-se un devezh eskemmoù hag emgavioù, a-benn ar Gwener 3 a viz Ebrel, e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56), evit klask […]

Lenn ar pennad

Diskouezadeg “Ar fest-noz, glad an dudelezh”

Publié le 03/03/2015

Grit anaoudegezh gant ar festoù-noz en diskouezadeg-se, staliet e Maison de la Bretagne (ti Breizh) e Pariz hag e Kuzul rannvro Breizh war ar memes tro. Hep ar festoù-noz, Breizh ebet ! Ul lodenn bennañ deus idantelezh ar vro zo e-kreiz an diskouezadeg-se, an hini gentañ diwar deir, a zeu da heul ma vefe bet lakaet […]

Lenn ar pennad

Kendiviz Minorelezhioù ha bedeladur

Publié le 12/12/2014

Aozet eo bet gant BCD Sevenadurioù, gant skoazell  skipailh enklaskoù Ermine (CRBC-Roazhon 2), ur c’hendiviz etrevroadel diwar-benn «  Minorelezhioù ha bedeladur  » d’an 23 ha d’ar 24 a viz Here 2014 e Roazhon. Kudennoù an identelezhioù dibar en ur bed troet war-zu ar bedeladur, setu kalon an divizoù zo bet dalc’het. «  Gwelet a reer […]

Lenn ar pennad

10 – Ar gouren

Publié le 17/11/2014

Ur sport emgann eo ar gouren. Krog e oa bet gantañ e Breizh er IVre-Vvet kantved, pa oa deut ar Vritoned d’en em staliañ ‘barzh ar vro. Da zigentañ e oa ur c’hoari evit an noblañsoù. Tamm-ha-tamm e oa deut da vezañ sport ar bobl a veve war ar maezioù…

Lenn ar pennad

08 – Meurvein

Publié le 17/11/2014

Peseurt liamm zo etre un toull korriganed, ul lec’h bodañ drouized hag ul lec’h sakr e-lec’h ma veze douaret korfoù an dud varv ? Ma, peurvuiañ e vez soñjet e kaver dalc’hmat un daolvaen bennak el lec’hioù-se. Gwir pe gaou ?

Lenn ar pennad

07 – Hentoù-tizh digoust e Breizh

Publié le 17/11/2014

Digoust eo hentoù-tizh Breizh a-drugarez d’an Dukez Anna : marc’hataet he dije ar privilaj-mañ pa oa bet euredet gant roue Bro-C’hall. Gwir pe gaou ?

Lenn ar pennad

06 – Breizh Uhel ha Breizh Izel

Publié le 17/11/2014

Ar wirionez-mañ ac’h a da heul al lanv : deus Breizh an traoñ, etre Naoned ha Kemper, e vije graet Breizh Izel, ha deus Breizh an nec’h, etre Rosko ha Sant-Maloù, e vije graet Breizh Uhel. N’eo ket gwir an dra-se ! Ha n’o deus an anvioù-se tra da welet gant ar Menezioù Are pe […]

Lenn ar pennad