Bezañ ezel e BCD

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo BCD/Sevenadurioù.

Pep hini (den pe gevredigezh) a c’hell emezelañ.

Gellout a reer emezelañ dre ar borched Helloasso :

Pe dre lizher, evit-se pellkargit follenn emezelañ BCD/Sevenadurioù ha kasit anezhi en dro da :

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù
Kendi Astrée
3, bali Cosmao Dumanoir
56100 AN ORIANT
02 97 35 48 77

Emezeliñ da BCD /Sevenadurioù a dalvez kement a :

  • Skoazell ur raktres sevenadurel diazezet war ur glad hep e bar,
  • Stourm evit ma vefe rannet holl zoareoù ar sevenadur etre ar brasañ niver a dud en ur mod simpl hag aes,
  • Sikour kenkoulz ar raktresoù evit renabliñ ar glad, hag ar raktresoù sevenadurel mod nevez,
  • Kemer perzh er brudañ al liested sevenadurel hag ouzh an talvoudekaat sevenadurioù Breizh,
  • Kadarnaat talvoudegezhioù denel evel : liested ha gwirioù sevenadurel, krouidigezh ha perzhiadur,
  • Kreñvaat ledander ha gwelusted hon oberiantizoù ha padusted hor raktres,
  • Kemer perzh e buhez hor c’hevredigezh, ha gellout lakaat hoc’h anv evit mont e-barzh hor c’huzul-merañ.

Bezañ ezel a dalvez kaout un nebeud gounidoù ivez :

  • Un distaol war embannadurioù BCD/Sevenadurioù (aktoù ar c’hendivizoù, Karnedig Plop…)
  • Bezañ asur kaout ur plas evit selaou ouzh ar prezegennoù aozet en-linenn (ur 100 plas hepken), ha gellout kemer perzh enno dre sevel goulennoù ouzh ar prezegennerezed ha prezegennerien)
  • Bezañ kaset ingal keleier BCD/Sevenadurioù.