Statudoù
STATUDOÙ AR GEVREDIGEZH
BRETAGNE CULTURE DIVERSITÉ
Votet
Emvod-meur dreistordinal d’ar 5/06/13
I
FRAMM – ANV – PAL – SEZ – PADELEZH
Mennad 1 – FRAMM
Ur gevredigezh zo savet gant an izili grouerien, hag an holl re a asanto d’ar statudoù-mañ, hervez lezenn ar 1añ a viz Gouere 1901, dekred ar 16 a viz Eost 1901 hag ar statudoù termenet amañ.
Mennad 2 – ANV
« BRETAGNE CULTURE DIVERSITÉ » eo anv ar gevredigezh. Ur stumm brezhoneg ha galloeg en do an anv-se ivez. Cheñchet e c’hallo bezañ war diviz an emvod-meur dreistordinal.
Mennad 3 – PAL
Skoazell da vrudañ ha da skignañ danvez sevenadurel ha gouiziegezhioù Breizh hag al liesseurted sevenadurel eo pal ar gevredigezh, war dachenn Breizh a-gozh a zo hiziv war bemp departamant, en ur gas an oberennoù-mañ, peurgetket, da benn vat :
- Renabliñ ingal glad sevenadurel dizanvez Breizh ;
- Lakaat e pleustr ur steuñv bras skignañ ha ledañ danvez sevenadurel ha gouiziegezhioù Breizh ;
- Talvoudekaat an dielloù sevenadurel ha skiantel a denn da Vreizh ha roiñ an tu da welet ha da vont betek enne aes, dre deknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ peurgetket ;
- Broudañ al liesseurted sevenadurel.
Mennad 4 – SEZ
Bali Cosmao-Dumanoir, Kreizenn Lorientis, 56100 An Oriant eo lakaet sez ar gevredigezh. Kaset da lec’h all e Breizh e c’hallo bezañ war dIviz ar c’huzul-merañ, gant asant ar c’huzul-eveshaat, gant ma vo asantet ha votet da heul en emvod-meur kentañ.
Mennad 5 – PADELEZH
99 vloaz e pado ar gevredigezh adalek ma vo bet embannet eo bet krouet er Journal Officiel. Hiraet e c’hallo bezañ ar padelezh-mañ war diviz an emvod-meur dreistordinal.
II
IZILI – EMEZELAÑ,
KUITAAT HA SKARZHAÑ – ARC’HANTAOUIÑ
Mennad 6 – IZILI
An izili-mañ a ya d’ober ar gevredigezh :
- An izili o deus bet krouet ar gevredigezh ;
- Kement den hag aozadur oberiant war memes tachenn hag ar gevredigezh, hag a asanto d’ar statudoù-mañ.
Izili dre ret :
- Prezidant/ez Kuzul Rannvro Breizh, pe un den kaset war e/hec’h anv, ha c’hwec’h kuzulier/ez rannvro pe o eilourien/eilourezed ;
- Un den dilennet, pe e/he eilour/ez, evit pep hini eus kuzulioù-departamant Breizh velestradurel mui al Liger-Atlantel ;
- Prezidant/ez Kuzul sevenadurel Breizh, pe e/he eilour/ez ;
- Un den war anv ar Stad c’hall ;
- Un den war anv ar gêr e-lec’h m’emañ sez ar gevredigezh.
Pa fello da unan eus an aozadurioù menneget amañ a-us kas un den all evel ezel-pad e skrivo da brezidant/ez ar gevredigezh a-benn embann resis anv an ezel-pad nevez-se a gemero perzh war e anv.
Mennad 7 – EMEZELAÑ – SKARZHAÑ – ENGOUESTL AN IZILI
Kadarnaet eo emezelañ kement ezel nevez gant ar c’huzul-merañ hag ar c’huzul-eveshaat, da heul ur goulenn dre skrid kaset d’ar c’huzul-merañ gant an hinienn pe an aozadur a lak he/e anv. Ma vo nac’het an emezelañ e vo displeget abalamour da betra.
Ne vefer ket ezel eus ar gevredigezh ken ma vefe :
- Un divodañ, ma zo kaoz eus un aozadur ;
- Un dilez, kaset dre skrid da brezidant/ez ar gevredigezh ; ne vo ket restaolet ar skodenn vloaz bet paeet d’ar gevredigezh ;
- Un diouer e paeamant ar skodenn vloaz ;
- Ur skarzhañ, war diviz abeget ar c’huzul-merañ hag ar c’huzul-eveshaat.
Engouestlañ a ra an izili e skoazellint ar gevredigezh da gas he fal da benn vat. N’eus ezel ebet a vefe kiriek ez-personel eus ar promesaoù graet gant ar gevredigezh ; n’eus ken nemet madoù ar gevredigezh a dalvez da warant evit ar promesaoù-se.
Mennad 8 – ARC’HANTAOUIÑ
Arc’hantaouet e vez ar gevredigezh gant :
- Skodennoù an izili, a savo d’ur sammad termenet bep bloaz en emvod-meur ;
- Yalc’hadoù a bep seurt a vo roet dezhi gant ar strollegezhioù publik pe gant n’eus forzh peseurt aozadur pe hinienn en do c’hoant da skoazell hec’h oberennoù ;
- Skodennoù rakprenañ an izili ma vo dioute ;
- Leveoù diwar he madoù ;
- Kement gounidigezh aotreet gant al lezennoù.