Raktres BCD

Pourchas dielloù (deskadurezh stad)

Diveradenn ar raktres

Boutinaat sevenadur Breizh eo kefridi Sevenadurioù Breizh ha tizhout ar re yaouank a rankomp ober da gentañ. Stagañ sevenadur Breizh ouzh programmoù ar skolioù, forzh pe live ha forzh pe danvez e vefe, eo ar gwellañ mod da dizhout ar pal-mañ.

Kenoberouriezh kinniget

Barrek eo Sevenadurioù Breizh da bourchas kalzik a deuliadoù diwar danvez sevenadur Breizh (s.o. F16 010). Termeniñ emglevioù-kenlabour gant an Deskadurezh-Stad a rankomp ober avat evit kempenn dielloù azas ouzh ezhommoù ar gelennnerien.

Kaset da benn e 2015

Seurt ebet war ar raktres-mañ e-unan.
Emgavioù gant kelennerien ha douaroniourien evit termeniñ framm al labour.

Rastresoù 2016

Fellout a ra deomp sevel un dastumad dielloù diazez da bourveziñ ezhommoù ar gelennerien, sevel teuliadoù war graf-mañ-kraf eus douaroniezh Breizh paneveken.
E stern an hevelep raktres, kas studiadennoù pizh asambles gant kelennerien an eil derez.
Kavet e vo ar pourvezioù-mañ war lec’hienn Sevenadurioù Breizh, warni pourvezioù all hag a c’hello bezañ implijet kenkoulz all gant ar gelennerien (prezegennoù filmet pe sonenrollet, videoioù war graf-mañ-kaf, webdielloù…).

Kevelourien

CRDP, TES.