Raktres BCD

Sintezenn mouezh ar brezhoneg

Meur a bazenn a ranker mont gante a-benn ma vo savet ur yezh, ha mouezhioù goude-se : dastum elfennoù-yezh (dastum testennoù dreistholl), studiañ ar yezh, krouiñ un dastumad elfennoù-yezh da vezañ distaget, enrollañ mouezhioù (unan pe meur a hini, ur reizhad pouezmouezhiañ pe meur a hini).

Bet omp e darempred gant an embregerezh Voxygen he deus diskouezet deomp ur reizhad sintetizañ ar vouezh. War a seblant e c’hell mod-ober Voxygen lakaat ur vouezh vrezhonek pe meur a hini e pleustr war ul live eus ar gwellañ.

Evit stagañ ganti e rankfed bodañ meur a genberzhiad hag a gavfe o c’hont war hir dermen er raktres-se. War-dro 200 000 € a rankfed postañ da stagañ ganti. War-dro 15 000 € e kousto krouiñ ur vouezh a galite diazez ouzhpenn, ha 60 000 € evit ur vouezh a galite uhel.

Disklêriañ a ra an Ofis bezañ dedennet gant an dibab teknik-mañ. Ezhomm zo eus binvioù a seurt-se evit ar brezhoneg. Bet eo an Ao. Jakez, rener an Ofis, e darempred gant keneiled dezhañ hag o deus savet ur reizhad sintetizañ ar vouezh a seurt-se c’hoazh.

Raktres 2016

Dalc’het eo ar raktres-mañ gant an arc’hant a vo degaset gant perzhidi all. Kenurzhiet e vo ar raktres gant Ofis Publik ar brezhoneg. Prest eo BCD/Sevenadurioù Breizh da gemer perzh ennañ bepred.

Kevelourien

Ofis Publik ar Brezhoneg