Raktres BCD

Skol-veur an holl

 Pledet e vez enni gant krafoù a denn d’hon chefridioù, termenet en ur programm nav abadenn ar bloaz d’ar muiañ. Arbennigourien veur war o danvez eo an dud pedet ganeomp, skolveuridi anezhe pe get, a oar rannañ o gouiziegezh gant ar brasañ niver.

E meur a lec’h, strevet e pep korn Breizh a-bezh e vezont aozet. Par ma c’haller e vez graet enrolladennoù video dioute a gavor war chadenn video Sevenadurioù Breizh hag el levraoueg niverel goude-se.

Bet kaset e 2015

Gant al liested sevenadurel zo bet pledet ar bloaz-mañ.

  •   ar 24 a viz genver 2015, e Sant-Nigouden : « Lies-identelezh ; Breizh, douar an degemer ? »
  •   an 20 a viz meurzh 2015, e mediaoueg Plouguerne : « Liested ar c’heginañ ha treuzkas ».

Raktres 2016

Asantet eo bet gant ar c’huzul-merañ ne vefe ket roet lañs ganeomp ken d’ur seurt rummad prezegennoù, re ziaes deomp e aozañ. Gwelloc’h eo deomp stagañ gant darvoudoù a zo dioute c’hoazh pe kinnig enrollañ prezegennoù raktreset gant aozadurioù all. (da skouer : hon c’henlabour gant kevredigezh douaroniourien Breizh war ur rummad abadennoù war grafoù o tennañ d’an douaroniezh).

Kevelourien

Ar c’hevredigezhioù pe ar frammoù a gustum reiñ bod deomp :
E 2014 : Ti Bro Dreger-Goueloù, ACB 44, komun Monteneuf ha bro-douristañ Bretagne plus.

Deiziataer

Bet lakaet war-sav eus miz gwengolo betek miz even.