Raktres BCD

Stalieroù an amzer troskol

Reiñ da anavezout pe da astenn anaoudegezh sevenadur Breizh gant ar re yaouank (sonerezh, kan, dañs, arzoù kaer, sport ha c’hoarioù, lennegezh…) o skignañ danvez ar sevenadur-mañ er stalieroù tro-skol pe diavez-skol a vez kinniget gant frammoù niverus, kevredigezhioù pe reoù all. Gwellaat an obererezhioù zo dioute c’hoazh eo ar pal, dre gadarnaat ar barregezhioù, stummañ an oberourien ha sevel dielloù mar be ezhomm. Bastañ a ra ar raktres-mañ da ezhommoù ar c’hevredigezhioù sevenadurel a felll dezhe degas splannoc’h o c’hinnigoù war-wel.

Bet kaset da benn e 2015

Savet zo bet ur bodad-labour evit eskemm ar skiant bet prenet gant an eil hag ar re all, degas an ezhommoù war-wel ha kinnig obererezhioù. Peder gwech e oa bet bodet e 2015 evit kenurzhiañ :

  • Arnevesaat ul lusker arglask evit an tier-kêr a vo renablet gantañ an holl ginnigoù, renket dre ar pastelloù-bro, dre an danvezioù, dre liveoù-barregezh ha dre ar yezhoù ;
  • Sevel ur stummadur war krafoù diazez sevenadur Breizh ha war ar pourvezioù a denn dezhañ, evit implijidi an tier-kêr ha danvez-oberourien all.

Aozet e oa bet « Stadoù SATS » ganeomp d’an 3 a viz ebrel 2015, evit ma c’hallje ar muiañ posupl a oberourien kejañ hag eskemm an eil gant egile. Savet zo bet ganeomp ivez ur raktres streviñ buhezourien ha hanterourien ar glad war dachenn Breizh a-bezh ha kaset hon boa anezhañ da bep listennad a oa war ar renk evit dilennadeg kuzul ar rannvro.

Raktres 2016

  • Derc’hel da genurzhiañ bodad-labour SATS (TAP).
  • Sterniañ ar stummadur kinniget er CNFPT.
  • Kenurzhiañ obererezhioù hanterouriezh ha buhezekaat SATS.
  • Arnevesaat pajenn SATS lec’hienn BCD / Sevenadurioù Breizh.

Bodad labour :

BAS, Dihun, Div Yezh, Diwan, Kendalc’h, War ’l leur, FALSAB, FAE, Kelc’h keltiek Roazhon, La Jaupitre, Emglev BaO, Ti Douar Alre, Bertaeyn Galeizz, Ti Bro St-Brieg.

Kevelourien

- Kevredadoù sevenaduel,
- Frammoù buhezekaat,
- Emglevioù Bro,
- Deskadurezh divyezhek.

Darempredoù : UBAPAR, PEP, CNFPT, USEP, CEMEA.

Liammet gant