Raktres BCD

Videoioù war danvez liesseurt

Ur benveg talvoudus-tre eo ar video ; gwelloc’h evit ar skrid a-wechoù evit rannañ gouiziegezh, kemer an amzer ret da zisplegañ an traoù pe, er c’hontrefed evit mont prim ha berr war-zu ar re yaouank. Skeudennaouiñ un teuliad war graf-mañ-kraf e c’hell ober (distagadur ar brezhoneg, da skouer ), harpañ an deskiñ (s.o. Trégor vidéo), bezañ skignet he-unan (ur film war an divyezhelezh abred, da skouer) pe enrollañ un darvoud. Seul wech ma c’hellfomp en ober e klaskfomp sevel diverradennoù video diwar darvoudoù (kendiviz Person, Bistrot de l’histoire war ar festoù-noz, da skouer) kement ha broudañ merdeidi internet da vont pelloc’h ganti.

Kavet e vez ar videoioù-se war hon lec’hienn internet (dorikell video o kas da bep seurt chadennoù danvez-ha-danvez). Videoioù all a gavor ivez war ar bajenn-degemer, kement ha skeudennaouiñ teuliadoù war graf-mañ-kraf.

Bet kaset da benn e 2016

N’eus kaoz amañ nemet eus ar videoioù (ken)savet gant Sevenadurioù Breizh. Degemer pe menegiñ videoioù all a c’hell hon lec’hienn ober ivez, adal ma tennont d’hon c’hefridioù (s.o. pourchas).

Ur video bet savet e miz genver 2015 : pennad-kaoz gant Daniel Giraudon evit ar raktres « Bazhvalan ».

KINNIGOU 2016

Enrollañ a bep seurt darvoudoù pe sevel videoioù berr da skeudennaouiñ hon web-dielloù, teuliadoù war grafoù liesseurt pe poltredoù oberourien glad sevenadurel Breizh (s.o. lec’hienn GSD).

Kemer a reomp perzh e savidigezh filmoù berr war istor Breizh, asambles gant Jean-Jacques Monnier hag Olier Caillebot (LTW).

Kevelourien

Ar Falz ; Dastum ; Bro KKB ; Préparons demain.

Deiziataer

Ur steuñv resis da bep savadenn.