Raktres BCD

Web-dielloù

Ul lec’h ma kej ar video gant perzh kenoberiant internet eo ar web-diell. Un tamm mat a vinvioù teknik hag a arc’hant zo ret d’ur seurt raktres. War hir dermen eta an hini vez savet ar re bounnerañ anezhe. Kreñvaet e vo gante skridstur lec’hienn Breizh Sevenadurioù, dre ma vo dioute binvioù ouzhpenn d’ar boutinaat ha d’an talvoudekaat danvez sevenadur Breizh.

Bet kaset da benn e 2015

  • Roet e oa bet lañs d’ar web-diell A bientôt de vos nouvelles e miz gwengolo 2015. 6 000 gwech e oa bet sellet outañ a-benn an 31 a viz here.
  • Web-diell war ar festoù-noz : Da heul meur a emgav gant ar skignerien a genlabouromp gante (France 3 ha chadennoù tele lec’hel), hon boa embannet ur galv d’ar raktres e miz gouere 2014 da glask ur produour-dileuriet evit sevel koulz un diellfilm hag ur web-diell war ar festoù-noz. Gant ar bodad-labour war ar GSD e vo sammet kefridi ar c’huzul skiantel hag ar c’huzul-skridsturiañ. Dibabet e oa bet ar produour dileuriet e miz genver 2015 (Pois chiche productions).

Raktres 2016 

  • Sevel ar web-diell hag an diellfilm war ar festoù-noz asambles gant ar produour dileuriet.

Kevelourien

Web-diell Bientôt de vos nouvelles : bodad-labour : Erwan ar Gall (istorour), Daniel Carré (kelenner war e leve), Jérôme Cucarull (istorour), Alain Breteau (istorour), Philippe Lanoë (istorour, BCD / Sevenadurioù Breizh).
Web-diell Fest-noz : France 3, chadennoù lec’hel (TV Rennes, TV…). Produour dileuriet : Pois chiche films.

Deiziataer

Roet oa bet lañs d’ar raktres Fest-noz e 2015. Dont a raio er-maez e miz mae 2016.

Liammet gant