Raktres BCD

Yalc’hadoù doktorelezh

Skoazell d’an danvez-doktor(ez)ed a glot o studiadennoù gant kefridioù ar gevredigezh.

Mod dilenn d’ar yalc’hadoù

Dibabet eo bet gant ar c’huzul-merañ ar mod-mañ da zilenn d’ar yalc’hadoù :

  • Sevel ur galv d’ar raktresoù ;
  • Enrolladur an danvez-yalc’hidi gant ar rener ;
  • Emvod ar c’huzul skiantel a zibabo diwar an dezverkoù-mañ :
  • Bezañ enskrivet d’un doktorelezh,
  • Bezañ dibabet danvez un dezenn hag a glot gant kefridioù Sevenadurioù Breizh,
  • Bezañ diazezet e labour war ul live skiantel dereat.

E-touez an teuliadoù-se e tibabo ar c’huzul skiantel re ar genstriverien treut o bevañs da gentañ. Pa n’em gavo teuliadoù war ar memes renk e vo dibabet hini ar c’henstriver yaouankañ. Gant ar c’huzul-merañ e vo kadarnaet – pe get – kinnigoù ar c’huzul skiantel.

Kevelourien

Teir ferzhiadez a zo bet dibabet evit ar prantad 2014-2016.