Un hent nemetken da vont betek un 350 000 diell bennak : www.bretania.fr

Roiñ da welet ha da gompren Breizh hag he istor liesseurt, sell aze pal uhel Bretania, Porched nevez-flamm sevenadurioù Breizh (www.bretania.fr). E penn ar raktres emañ Rannvro Breizh, ha buhezet eo gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ar 14 a viz C’hwevrer, en Oriant, eo bet lañset ez-ofisiel gant Ronan Koadig, prezidant BCD, asambles gant Jean-Michel Le Boulanger, eil-prezidant ar Rannvro war ar sevenadur.

Ur gwir zor digor war holl zanvez sevenadur ha glad ar vro eo Bretania, a zo harpet hirie war ur rouedad dek perzhiad bennak (Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, Cartolis, Gwarez Filmoù Breizh, Dastum, Dépêche de Brest, INA Atlantel, servij renabloù ar C’huzul Rannvro, levraoueg niverel Skol-Veur Roazhon 2, levraoueg Rennes Métropole, KSDK). Kenlabourerien ar Porched int, ha bodet eo bet gante o dafar dre glewed pe dre weled, bet dastumet gante pell zo ha niverelaet c’hoazh, evit lakaat un 350 000 diell niverelaet bennak, ha pennadoù-skrid da heul, e kerz an holl dud.

Petra zo da welet ?

Deus enlivadurioù ar Grenn Amzer da bennadoù kazetennoù a-raok ar brezel, en ur gontañ ar c’hartennoù-post kentañ bet embannet e penn-kentañ an xxvet kantved, e c’haller lâret eo divent danvez sevenadurel Breizh. Ur sell war an holl zielloù liesseurt ha niverus-se zo roet war Bretania, ha kinniget int e meur a stumm : soniadoù, videoioù, skeudennoù ha testennoù.

  • Danvez dre glewed ha dre weled dibar a gaver e dielloù ar glad dre gomz bet dastumet pell zo a-hed ar bloavezhioù, hag a zo kinniget gant ar gevredigezh Dastum : kanaouennoù, sonerezh, kontadennoù, mojennoù, resitoù ha testenioù ;
  • Ar renabloù glad ha tier : berrdielloù zo bet savet gant Servij renabloù ar C’huzul Rannvro war glad an tier hag an arrebeuri dibar zo e Breizh ;
  • Dielloù ar c’hazetennoù : an holl bennadoù-skrid bet embannet etre 1886 ha 1944 zo kinniget gant Dépêche de Brest, anv kentañ an Télégramme ;
  • Dielloù kleweled : tamm-ha-tamm e vez bodet skeudennoù deus buhez an dud er vro gant Gwarez filmoù Breizh hag an INA Atlantel ivez ;
  • Skeudennoù, kartennoù, dornskridoù ha levrioù ral : un 70 000 kartenn-bost deus gwechall er vro zo kinniget, da skouer, gant Cartolis, diaz roadoù Kreizenn kartennoù Baod ;
  • Hag ivez kannadigoù ar c’helc’hiadoù gouiziegien, levrioù a denn d’an enklaskoù er skolioù-meur (Roazhon 2), dastumadegoù ar mirdioù, « Tabletennoù Roazhon » levraoueg niverel Rennes Métropole, teuliadoù KDSK ha Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC).

Ul lusker enklaskoù efedus-bras war veur a ziaz titouroù

Roiñ tro d’an holl dud da gaout anaoudegezh war an tammoù-se deus hêrezh Breizh, evit kompren anezhi gwelloc’h, evit roiñ da c’hoût da dud all, evit krouiñ diwarni, sell aze pal pennañ mediaoueg an xxivet kantved-se.

Trawalc’h e vo d’an implijerien klikañ amañ hag ahont, kinnig un nebeud gerioù alc’hwez d’al lusker enklaskoù, ha kaset e vint war-eeun d’an danvez a zo strewet war ar web, hirie c’hoazh, e-barzh diazoù roadoù ar berzhidi.

Emsavoc’h e vo ar genlabourerien, o deus bet miret bev hêrezh Breizh a-hed o bloavezhioù dastum ha niverelaat, pa vo lakaet war-wel da vat o dielloù war ar Porched ha kaset ar wiaderien da furchal pelloc’h o lec’hiennoù, a zalc’ho da vezañ meret gante.

A-bouez eo an danvez ouzhpenn a zo degaset gant Bretania (teuliadoù dre demoù, rizennoù, kartennoù, videoioù) d’an dielloù en o doare kentañ : aezetoc’h a se d’an dud kompren an dielloù-se. Ul lodenn vras deus labour BCD eo.

Ur vediaoueg vev ha cheñch-dicheñch, bouetaet ingal

Ne chomo ket an traoù a-sav e-giz m’emaint war Bretania en dazont : ur Porched bev eo da vat, ha bouetaet e vo ingal gant danvez nevez, kaset ivez gant perzhidi nevez, a grogo tamm-ha-tamm da labourat e-kreiz ur rouedad.

Mont da gaout perc’hennien war an diazoù roadoù, ha kinnig dezhe kenlabourat a-benn talvoudekaat o dielloù war ar Porched, sell aze unan deus kefridioù all skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

War ar memes tro e vez ar skipailh o labourat evit ma vefe diskouezet danvez ar Porched war lec’hiennoù all, gall (Gallica) pe deus broioù all (Europeana) hag evit ma c’hallfe danvez Breizh mont ha dont digabestr war ar web hag er bed.

 

Mont da genoberour

Labourat a rit evit ur gevredigezh, pe evit un aozadur publik pe prevez, dielloù a denn da zanvez sevenadurel Breizh en o ser ?

Ha pa ne vefe ket bet niverelaet an dielloù-se, na lakaet anezhe enlinenn, e vo studiet kement doare zo da dalvoudekaat o labour gant skipailh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù.

Keloù zo bet roet dija, gant renerien ur bern aozadurioù, e faote dezhe kemer perzh er raktres meur-mañ.

Deuit hardizh e darempred ganeomp, evit mont da genoberour ivez !

Distreiñ da roll ar pennadoù