Yaouankiz Breizh : poltriji afrikarmorikaned

Kinnig a ra Vincent Paulic deomp ur sell all war idantelezh Breizh, dre santimantoù ar re e ra-eñ an Afrikarmorikaned dioute. Afrikan eo unan deus o zud, ha ne vez gwelet enne, alies-mat, gant an dud tro-dro dezhe, nemet o zu afrikan, kentoc’h evit o idantelezh a Vreizhiz, ha pa vefent ganet er vro, desket er sevenadur gall, a-wechoù memes e sevenadur Breizh penn-da-benn. E gwenn ha du int bet filmet gant Vincent Paulic, « livioù banniel Breizh », evit diskouez pezh a gompren-eñ deus ar gaou-gwir-se, deus temoù an idantelezh, ar vroadelezh, ha sell ar re all.

Kant bro, kant kliched

Da geñver meur a raktres en deus bet tro Vincent Paulic da labourat gant kalzig a dud. Un deiz bennak e oa bet unan bennak o c’houll gantañ abalamour da betra ne laboure gwech ebet gant Bretonezed, en ur ziskouez dezhañ, gant unan deus ar jestroù soutil-se, e oa an dalc’h gant liv o c’hroc’hen. Souezhet-bras e oa bet ar poltrejer, abalamour ma oa Nolwenn, ar plac’h e oa o labourat ganti, a orin deus Sant-Brieg. Ma ne oa ket Bretonez, petra ’oa-hi neuze ? Ha petra eo bezañ breton, a-benn ar fin ? Difluket e oa ennañ soñj kentañ ar raktres-mañ.

Evit mont pelloc’h ganti en deus bet goulennataet an holl hironed a oa tro-dro dezhañ, evit goût peseurt plas o doa, herveze, e kevredigezh Breizh, ha peseurt distok a oa etre pezh a soñjent-int deus o idantelezh ha sell ar re all.

E miz Gouere 2013 e oa krog gant e labour. Ha da veajiñ e pemp departamant Breizh, ur foñs gwenn, ur gambr poltriji hag ur sonenroller gantañ e-barzh e sac’h. Da heul ar c’homzoù bet dastumet gantañ en deus bet savet ur poltred deus ul lodenn deus yaouankiz Breizh, ha roiñ a ra deomp da rannañ e eñvorennoù hag e soñjoù war sevenadur Breizh ha selloù an dud.

Loreet eo bet a-unvouezh gant izili juri liseidi Ouest-France, asambles gant ar festival Photoreporter, ar raktres nevezer ha hardizh-se war yaouankizoù hag idantelezh Breizh.

Diframmañ ar c’hlichedoù a-rumm-da-rumm

Hirie e klask Vincent Paulic diskouez e labour e lec’hioù nevez, evit ma komzfe an dud deus idantelezh Breizh, diouzh un tu, met deus ar c’henstagañ ha deus sell ar re all ivez.

War ar memes tro e talc’h ar poltrejer gant e enklaskoù, ha n’eo ket gant ar re yaouank nemetken. Faotañ a ra dezhañ dastum testenioù tud ar rummadoù all ivez, evit klask kompren pezh en deus cheñchet en hanter-kant vloavezh tremenet pe pezh n’en deus ket cheñchet.

Sachet e vez an evezh da vat gant elevez ar poltrejer a zeu da lakaat stlabez er skeudennoù zo en hon fennoù, hep goût deomp, war ar Vretonezed hag ar Vretoned a-hirie.

Evit gwelet skeudennoù deus ar raktres-se, emgav war lec’hienn Vincent Paulic, http://vincentpaulic.fr.

Bizitiñ an diskouezadeg a c’hallit ober ivez, e ti-kêr Porzhig (Aodoù-an-Arvor) betek ar 15 a viz Meurzh 2014.

Distreiñ da roll ar pennadoù