Darvoudoù

Ar roue Waroch

Emgavioù sevenadurioù hengounel ar bed

« Gouest eo douaroù ar Roue Waroch liammañ sevenadur padus hag ekonomiezh ar vro : un tiriad lec’h ma saver liammoù sokial ha mignoniezh etre ar rummadoù », hervez komzoù skipailh an aozerien. Abaoe 1996 eo kemer perzh ar re yaouank  en holl brantadoù ar gouel, pe e vefe er c’huzul-merañ, er programmadur, pe c’hoazh er c’henstrivadegoù kinniget e stumm emgavioù.

Hep e bar ivez : ur c’henstrivadeg familhoù a ro tro da veur a rummad d’en em gavout war ul leurenn. Un doare da «aesaat emskiant glad ar familhoù ». Ouzhpenn da-se, gant an abadennoù A-raok Waroch aozet e Bro-Wened e c’hell un tregont bennak a skolidi ar c’hentañ derez kejañ gant an arzourien er c’humunioù a zegemer an abadennoù, hag en tu all da zaou vil skoliad o deus graet anaoudegezh gant ar sevenadur hengounel.

« En tu all d’ur gouel eo Roue Waroch,un emgav deuet mat gant an dud a n’heller ket ober heptañ ken. Dont a reer eno evit ober anaoudegezh gant sevenadur ar vro hag hini ar broioù all ivez. Un doare da stourm ouzh strizhder ar speredoù ! », eme c’hoazh an aozerien.

An aozerien

 

Kevredigez Petra Neue
Petra Neue, Kerfuns vihan , 56890 Plescob
Pgz. 02 97 61 80 21 pe 06 82 80 98 22
Postel :
petra.neue@orange.fr

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« « Waroch, gouel broadel Pleskob! » »

« « Bezañ soubet e sevenadurioù ar bed a zegas bepred souezhadennoù ! » »