Darvoudoù

Emgavioù etrevroadel an telennoù keltiek

An delenn vihan en he seizh kordenn

 

Unan eus binvioù Dagda, drouiz-doue ar mitologiezh geltiek ha gwarezour ar sonerien, a zo e delenn. Ha dre c’hourc’hemenn an doue eo gouest an delenn da soniñ en he-unan holl donioù ar bed. Ur vojenn a ziskouez e veze ul lec’h a-zoare evit ar benveg e gerdin piñset e panteon binviji ar Gelted. Bihanoc’h eget an delenn gromatek ez eo an delenn geltiek, an hini a veze gant barzhed ha sonerien-red a gane, da skouer, al laeoù, da lavaret eo barzhonegoù kanet. Aet eo da get hec’h implij e Breizh koulskoude. N’eo ken met e-kreiz ar bloavezhioù 1950 m’o deus adkavet an telennoù 34 da 38 kordenn un toullad mat a c’hoarierien entanet .

Un daou-ugent bloaz zo eo bet lakaet an «delenn vihan» da rouanez ar gêr, e-doug ur gouel hañv. En ur mod e adkrog Emgavioù etrevroadel an telennoù keltiek gant «ur sell hengounel, keltiek hag hollvedel, kendonius ha souezhus, ambac’h abaf hag a-wel d’an holl », eme skipailh an aozerien. Hengounel, doare barok pe grennamzer, jazz pe a-vremañ, gouest eo an telennoù a vro-Iwerzhon koulz ha telennoù tredan, hag holl delennoù ar bed, da vont a-dreuz hag a-hed war bouez o mouezhioù . Un pennad amzer evit «kalonekaat pleustroù ar sonerien amatourien ha krouidigezhioù ar sonerien a-vicher.  ».

Heverk eo : e 2003 eo bet digoret un ti evit an delenn geltiek e kreiz-kêr Dinan.

 

 

An aozerien

Komite Emgavioù etrevroadel an telennoù keltiek
Ti an Delenn – Ti An Delenn, 6 straed an Horolaj, 22100 Dinan

Pgz : (+33) (0)2 96 87 36 69
 / Postel : contact@maisondelaharpe.org

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« Ur gouel liesliv ha liesdoare ! »

« Un darvoud evel ma n’eus ket reoù all e Bro-Frañs ! »