Darvoudoù

Gouel ar c’hantennerezh hag ar glad

Ober anaoudegezh gant doareoù ober ar voutegerien ar Briver hag ar bed

Geunieg ar Briver zo ur geun en hanternoz da aber al Liger, e Kornôg departamant al Liger-Atlantel. En e greiz, pezh a veze un enezennig gwechall : Mayun. Eno e voe diorroet, a-hed ar c’hantvedoù, ur chemet hep e bar : ar mayun, ur paner ront implijet gant annezidi geunioù ar Briver ha paluderien Gwenrann. Savet e vez diwar lavnennoù koad kistin, ha gwialennoù evor faoutet ha dirusket evit o gwennañ. Hep e bar ivez : stummet e vez an dornelloù en ur zerc’hel ar gwialennoù etre e zent !

Abaoe 2003 e vez aozet ur gouel ur wech ar bloaz e ker Mayun, kalon ar c’hantennerezh er Briver, evit diskouez talvoudegezh e artizaned, kenkoulz ha re korn-broioù all. Un digarez hep e bar evit ober anaoudegezh gant ugent bennak a dud o terc’hel ur chemet hengounel rouez, deuet a-gozh, hag e-liamm gant e bastell-vro ! Artizaned diouzh o micher pe amatourien sot gant o arz, holl int bet gouest da adtapout o doareoù-ober digant ar re gozh, lakaat ar chemet da vont war‑raok gant o amzer, ha da binvidikaat anezho gant sell an dud a-vremañ. Un digarez evit ar weladennerien da zistreiñ d’ar gêr o faner didan o gazel, leun a eñvorennoù en o fenn !

An aozerien

Servij sevenadurel  Ti‑kêr Chapel-ar-Geunioù
16 straed ar Briver 44 410 Chapel-ar-Geunioù
Pgz : 02 40 53 22 02 / postel : culture@lachapelledesmarais.fr

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« « Labourioù a-zoare, mersi bras d’an holl re a labour evit derc’hel ar glad se. » »

« « Trugarez d’an artizaned evit o chemet hag o chemet hag o imor vat. » »

« « Gourc’hemennoù d’an aozerien, d’an dud a youl vat ha d’an diskouezerien evit ar gouel-se eus ar c’hentañ troc’h. » »