Darvoudoù

Gouel Etrekeltiek an Oriant

Ur raktres a zoug eskemmoù : an etrekeltiegezh !

Gant en tu all da pevar mil arzour, tro daou c’hant abadenn hag animasionoù kaset en-dro gant ouzhpenn mil den a youl vat eo livet kêr An Oriant e miz Eost gant livioù ar Gouel Etrekeltiek. Tro hanter-kant vloaz ‘zo eo bet dibabet gant e ziazezourien digeriñ ar gouel d a sevenadurioù broioù keltiek  tramor (Bro-Skos, Bro-Gembre, Kerne-Veur, Enez Vanav, Bro-Iwerzhon), met ivez da rannvroioù hanternoz Bro-Spagn (Galizia hag Asturias). Ur plas hep e bar e-mesk gouelioù all e Breizh hag e Bro-C’hall zoken en deus ar Gouel Etrekeltiek. Un emgav ne c’heller ket c’hwitañ warnañ, Breizh war al leurennoù e-tal broioù keltiek all, a-benn sevel tamm-ha-tamm pezh a oa e spered e aozerien : « an etrekeltiegezh ». Ur raktres a vroud an eskemmoù ha doareoù sevenadurel nevez ivez, deuet eus divroidi Breizh-veur pe broioù Spagn. Da skouer strolladoù pipe-band Aostralia, c’hoarierien gaita Amerika ar Su ha kanerien Bro-Ganada o tispakañ o ardoù evit brasañ plijadur un hanter-milion a arvesterien.

Hag en tu all da zek devezh er gouel, eo deuet Gouel Etrekeltiek an Oriant da vout un oberour sevenadurel o kinnig a-hed ar bloaz darvoudoù hag obererezhioù eit an holl, hag evit e gevelerien ivez.

An aozerien

Kevredigezh Festival Interceltique de Lorient
straed Pierre Guergadic, 56100 An Oriant
Pgz. 02 97 21 24 29 / postel : 
festival@festival-interceltique.bzh

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« « Breizhad n’on ket, hanter Pikard hag hanter Norman, met sot on gant ar bed keltiek ! Dalc’hit mat d’ho poazioù neuze, rak gant ar vugale e vo kendalc’het an hengoun. Gourc’hemennoù d’an holl ! » »

« « Evit an holl, ur veaj digor war ar bed keltiek a d’an holl, spered ar varzhoniezh mesket gant ar sonerezh, ar beajoù, ar gouelioù pobl ha korfadoù kaer (…) Bezañ kelt a dalvez ivez bevañ evel ur menez-tan. » »

« « Eno ‘vin… evit an eizhvet gwech diouzh renk !!! Ne skuizhan ket ouzh ar gouel… Ma firc'hirinaj eo ! » »