Tud

Kelc'h keltiek Roazhon

« Magañ sevenadur Breizh, hiziv evit warc’hoazh »

« Hor c’harg n’eo ket kavout a-walc’h ar pezh vez graet hiziv an deiz, frouezh an dek bloavezh diwezhañ-mañ, met gouzout ar pezh a c’heller ober hiziv evit ma talc’ho hor sevenadur en e sav ha ma chomo bev, arnevez ha rannet. »

Philippe Ramel
kadoriad Kelc’h keltiek Roazhon

Vidéo

Kefridioù

« E korolloù Breizh ez eo ur jestr sevenadurel kerkoulz ha kevredigezhel ar jestr aroueziel-se : kemer an eil egile dre an dorn, pakañ krog an eil en egile, e ster reizh ar ger, ur jestr kevredigezhel a verk penaos e vever a-gevret, un doare d’en em anavezout. » Ur sell dengarour, maget gant pevar dekvloaziad tremenet e-barzh Kelc’h ketltiek Roazhon, a zo ivez hini ar c’hadoriad evel hini skipailh ar gevredigezh.

« A-raok da se, e-pad ar pezh a veze anvet ganimp hon “ diskouezadennoù ”, hag en ur ludresadenniñ, en em ziskouezemp d’an arvesterien en ur lakaat war wel hor boa ar gwiskamantoù kaerañ, ar c’horolloù kaerañ hag ar pennadoù sonerezh kaerañ… En deiz a hiziv e teuomp gant hor “ barda ” met en ur ober ar goulenn : “ Ha c’hwi, petra hoc’h eus da ziskouez deomp ? ”. Ur gejadenn kenlodennet ez eo bremañ a vez kaset war-raok, ma teu da vezañ aktourien hag aktourezed enni ar re o deus hor pedet. » Ha da ouzhpennañ : « Mar fell deomp o defe an dud a gejomp ganto un dudi bennak evit ar pezh a zougomp, ez eo ret d’an nebeutañ kaout an hevelep emzalc’h evit ar pezh a zougont ! »

Anavezout evit bezañ anavezet Lenn da heul

Ur bleustradeg war ar c’hrampouezh a c’hell dont da vezañ evel-se un digarez da eskemm war an doareoù-ober. « Hor perzh dibar eo an ed-du, hag ar pezh a zo kumun deomp eo e vez ront bepred ar c’hrampouezh. E broioù all e vez graet gant maïz, riz… Un nem, daoust ha ha n’eo ket ur grampouezhenn bouetaet ? » a zispleg ar c’hadoriad a verk evel-se ar blijadur en devez pep hini o kenlodennañ ar mil bennak a zoareoù da fardañ ur grampouezhenn.

Ur skouer all : da geñver sizhunvezhioù yezhoù Breizh, « Sizhunvezh ar brezhoneg » pe « La Smenn du Galo – Sizhunvezh ar gallaoueg », e kinnig ar c’helc’h ketliek ur prantad abadennoù dibar er skolioù : « Bodañ a reomp ur pergont bennak a gomzerien yezhoù disheñvel evit aozañ daoudaoù gant ur c’homzer brezhoneg pe gallaoueg. Mar fell deomp lakaat yezhoù Breizh da vezañ anavezet e rankomp ivez anavezout yezh an oberourien all war hon tachennad. »

Ur sizhunvezh sevenadurel evit harpañ ar c’hensevel Lenn da heul

Kroget eo bet kement-se da vezañ anavezet e-kerzh ar bloavezhioù 2000 gant al lañs roet d’ar sizhunvezh sevenadurel, Sevenadur. « Gant un niver bras a stalioù-labour e diabarzh ar c’helc’h keltiek n’en em anaveze ket an dud ennañ hon eus divizet paouez gant hon obererezhioù e-pad ur sizhunvezh. Fellout a rae deomp reiñ an tu d’an izili da gejañ an eil gant egile, evit ma c’hellfe da skouer un akordeoñser ober ur poent bennak a vroderezh, pe ma c’hellfe ur broder seniñ un tamm akordeoñs, » a zispleg ar c’hadoriad. En degouezh-se e ped ar c’helc’h keltiek kevredigezhioù all evit kinnig doareoù liesseurt eus ar sevenadur, brezhonek ha gallaouek. Diouzh ar youl diabarzh-se da gas war-raok ar c’hensevel en obererezhioù ar c’helc’h eo bet diwanet ar sizhunvezh sevenadurel anvet Sevenadur, e penn kentañ gant ur werz kanet ha forom ar sevenadurioù e koc’hu Martenot. Bremañ ez eo ur c’henlabour gant un tregont bennak a gevredigezhioù, gwerenn-stal evit pezh a sell ouzh an eskemmoù sevenadurel maget gant sevenadur Breizh.

Ar c’hendiviz sevenadurel lakaet e-kreiz ar jeu Lenn da heul

« Sevenadur Breizh da zont warc’hoazh eo an hini a saver hiziv an deiz, hag ar c’hendiviz dresevenadurel zo deuet da vezañ kalon an traoù. Ret eo deomp sammañ sevenadur Breizh en obererezhioù ar c’harter en ur dalvoudekaat ar gouiziegezhioù ha skiant-prenet ar re a zo o chom er c’harter-se. Ne c’heller ket ken en em soñjal pep hini en e gorn pa vez komzet eus sevenadur Breizh, hag he deus gouezet bepred en em intrañ gant sevenadurioù all. gallout a reomp degas hor skiant-prenet sevenadurel e stern al liesseurtegezh sevenadurel. »

Un doare-ober levezonet don gant mennozh ar PCI hag hiziv an deiz gant ar « gwirioù sevenadurel » evel ma vezont diskeriet el lezenn NOTRe. « Ret eo deomp-ni, kargidi eus ar sevenadur, bezañ mestr war ar mennozh-se evit ober anezhañ hon danvez. »

Un aked ispisial ouzh ar yaouankizoù Lenn da heul

Dre ar gudenn-se a-zivout ar glad sevenadurel ha dizanvezel-se e vez lakaet war wel kraf an treuzkas. « Penaos ober evit m’en em santfe Breizhiz ar vugale a vez ganet hiziv e Breizh hag evit m’en em santfent mat a-benn ugent vloaz… » Hag ar c’hadoriad da ouzhpennañ : « Peseurt benveg ez omp galvet da lakaat e pleustr evit treuzkas hor glad, da lavarout eo en anavezout, en klevout, e doare ma c’hellfe pep hini kavout e lec’h ennañ ? »

Mar domp krog da brederiañ war digoridigezh e Roazhon ul lec’h nevez evit ur sevenadur breizhek lodennet, e oamp bet krog endeo e-kreiz ar bloavezhioù 2000 da brederiañ war ar pezh zo d’ober evit ar re yaouank, pa oa bet gopret an implijadez kentañ war ar c’henurzhiañ, ha goude-se krouet ur post-labour buheziñ-hanterouriñ. Un ahel kreñv evit ar c’helc’h keltiek eo an obererezhioù kizidikaat war-du ar re yaouankañ. Buhezadurioù kaset war-raok e stalioù-laour e-maez ar skolioù ez int, graet war amzer kreisteiz pe en abardaez abaoe ur pemzek vloaz bennak. Stalioù-labour dizoleiñ kaset da benn el liseoù ha skolajoù zo ivez, pe ebarzhet er raktresoù skol. Menegomp c’hoazh an devezhioù sevenadurel aozet e stern Yaouankiz, ar stal-labour sizhuniek Kiffe ta Breizh. Menegomp ivez ar c’hamp-hañv e brezhoneg evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed yaouank eus 12 da 16 vloaz, evit o c’hizidikaat war ar sevenadur gallaouek.

Arnodiñ evit magañ ar preder Lenn da heul

Un dremm all c’hoazh eus sevenadur Breizh, ar Fest ’n Breizh, ur fest-noz bloazhiek aozet evit studierien gant studierien. Ur c’henlabour eo, renet gant an IUT micherioù sokial, diwanet diwar ur gejadenn tost da zek vloaz ’zo. « Ur studierez yaouank an hini eo, c’hoant ganti lakaat da anavezout sevenadur Breizh, ha hi koulskoude hep en anavezout hec’h-unan, a ginnigas deomp ober he staj ganimp. He lezet hon eus d’ober pezh a gare. Gwelet hon eus bet tud yaouank n’hor bije gwelet kammed a-hend-all. » Ar raktres-se a ya war-raok bepred, gant ur perzh dibar : pep stajiad a glask unan all en e lec’h evit an abadenn da zont. Un doare all c’hoazh evit treuzkas…

Ur gwir da arnodiñ eo, a vez goulennet groñs gant ar c’hadoriad. Menegomp krouidigezh Astour, « ur gompagnunezh a arz poblek e Bro-Roazhon ». Ar c’helc’h keltiek, ezel eus ar c’hengevread Kendalc’h, a gemer perzh er c’henstrivadegoù aozet gant hemañ. An hevelep tregontad a zañserien hag a sonerien a oberata e-barzh ar gompagnunezh, en ur stumm dieupoc’h. « Gant Astour e kinnigomp ur stumm kabared ma teu an dud evel en un davarn en un aergelc’h gladel. An hevelep gwiskamantoù evel an dud pedet a zougomp hag hor gwiskamantoù hengounel zo douget gant diskouezerezed-giz, un doare eta da ziskouez e vevomp astour – à c’t’heure –, en amzer a-vremañ. »

Ha Philippe Ramel da glozañ : « En em gavet omp en ur c’hroashent. Sevenadur Breizh hiziv an deiz n’eo ket hepken evit an dud o deus ur “ c’h ” en o anv familh… Sevenadur Breizh hiziv eo hoc’h hini, hon hini, an hini a savomp a-gevret ! ».

Istor

Bloavezhioù 1930 : krouidigezh Kelc’h keltiek Roazhon (statudoù disklêriet e 1935)

Bloavezhioù 1960 : krouidigezh lazioù-koroll Breizh war oberennoù sonerezh Pierre-Yves Moign (1927-2003)

Kreiz ar bloavezhioù 1970 : diazezidigezh e La Harpe e karter Kêryann.

1992 : degemeridigezh ar gwiskamant awenet gant giz Bro-Roazhon. O vezañ m’eo Kelc’h keltiek Roazhon ul lec’h emvodañ evit Breizhizeliz, pep ezel a zouge gwiskamant e vroig orin, ar « gwiskamant liesseurt ». Diwar-vremañ, anavezet evel ur gwirvoud eus Bro-roazhon, e vez pedet ar c’helc’h keltiek en dastumadegoù bras.

1992 : kentañ kelennerien gopret evit ar sonerezh.

Bloavezhioù 2000 : krouidigezh Sevenadur, sizhunvezh sevenadurel breizhat.

2005 : krouidigezh ur post-labour kenurzhiañ, prantad prederiañ a-bouez, gant skoazell kêr Roazhon.

2010 : Rannvro Breizh o reiñ sikour d’an obererezhioù hanterouriezh er skolioù evit skignañ danvez Breizh. Savidigezh ur post-labour buheziñ-hanterouriñ.

2012 : savidigezh ar gompagnunezh « Astour ».

 

Diazezer : Eugène Régnier.

Kadoriad : Philippe Ramel.

Skipailh : 15 goprad (kevatal da 5 post leunamzer).

Tud a youl vat : ur c’hant bennak.

Arc'hantaouet eo gant

Kêr Roazhon, Rannvro Breizh.

Partenaires : Dastum, kevredigezhioù o labourat evit sevenadur Breizh (Bagad Roazhon, Bertègn Gallèz…), kevelerien ofisiel lec’hel (TNB, OSB, Mirdi Breizh, Mirdi an Arzoù Kaer…), kevredigezhioù karter, festival Breizh, skolioù, kêr Roazhon.

Sinet en deus bet ar C’helc’h keltiek karta ar gallaoueg, dam Yan, dam Vèr.