Tud

Kengevredad Kendalc'h

Saveteiñ ha krouiñ war un dro

« Hêred ha savourion a zo ac’hanomp war un dro. Da bep rummad da doullañ e erv. »

Mathieu Lamour
rener ar gengevredad Kendalc’h

Vidéo

Kefridioù

« E kreiz-kalon hon oberiantiz emañ dañsoù Breizh en deizioù a-vremañ. Sev ar gengevredad Kendalc’h eo ar c’hempouez etre mirout ar glad ha krouiñ. Rak an hengoun n’eus ket anezhañ  kuit a vuhez hag a emdro. Diwall e skornañ a rankomp ober eta evit ma c’hellfe hemañ en em dreiñ ha dougen ur sevenadur bev-buhezek » eme Vathieu Lamour, rener ar gengevredad Kendalc’h.

« Treuzkas d’ar re yaouank, sell aze unan eus palioù pennañ ar gengevredad. « A-bouez eo e c’hellfe ar re yaouank derc’hel liammoù gant ar glad tostañ. Er bed hollekaet a-vremañ e rank ar re yaouank sankañ gwriziennoù ‘n un tu bennak hag en em dommañ ouzh ar sevenadur ne vo ket anezhañ hepte a-benn arc’hoazh», eme ar rener c’hoazh. Abalamour da gement-mañ zo bet staget ur gomision tud yaouank ouzh divizoù ar gengevredad.

Tommañ ar yaouankizoù da sevenadur Breizh Lenn da heul

A bep seurt binvioù a vez graet gante da gizidikaat ha da stummañ ar vugale hag ar grennarded. Da vugale Kendalc’h e vez kaset ar gelaouenn Stoupig, div wech ar bloaz kement ha kelaouiñ anezhe a wech da wech, e-keit ma ra Keleier kement all evit ar re goshañ. E 2013 e oa bet savet gant ar gengevredad, skoazellet gant Kuzul rannvro Breizh, ur valizennad deskiñ dre c’hoari evit reiñ da vugale ar skolioù pe ar c’hreizennoù dudi un tañva eus sevenadur Breizh. Degemeret gant ar familh Pickett’ e vez kinniget dezhe prenañ ur ouiziegezh nevez : hollouiziek diwar Istor Breizh eo Histo Pickett’, tra m’eo Fringo Pickett’ arbennigourez war an dilhad ha Festi Pickett’ mailh war ar sonerezh hag an dañsoù. War gement danvez zo e c’heller kaout titouroù ouzhpenn en ul lec’hienn internet bev bet savet a-ratozh-kaer, ur blog stag outi. Ambrouget ha harpet e vezer gant ur c’hasour evit ma c’hallo pep unan tennañ e vad eus ar valizenn bedagogel-se.

Reiñ d’ar re yaouank plijadur o tañsal Lenn da heul

Kempennet eo bet a-nevez binvioù ar gasourien a zo e karg eus treuzkas an dañsoù d’ar vugale. Prantadoù stummañ ar re yaouank, « les garçailles » anezhe, a vez kinniget ingal. Bep bloaz abaoe 2009 e vez bodet tost da vil bugel en ur fest-deiz : « Kement ha diskouez zo eus an dañsoù en tu all d’al leurennoù ha d’an embregadegoù gant kement a blijadur », eme ar rener

Memestra e talc’h ar gengevredad da stummañ dañserien ampart, barrek da gas arvestoù bev. « Ur skol-arnodiñ war dañsoù Breizh a meump digoret en Alre evit ma vo taolet ur sell nevez ouzh an arvestoù poblek evit ar vugale, kaset koulz gant an dañserien yaouank, ar ganerien hag ar sonerien. « Birvilh zo e Bro an Alre en-dro d’ar raktres-mañ, desachet ar skolioù sonerezh hag al lazoù-kanañ gantañ », eme ar rener.

Rannañ glad an dañsoù hag an dilhad Lenn da heul

Ar pep gwellañ a vez klasket tizhout gant ar gengevredad o kemer harp war ar stummañ kaset gant pep strollad : « Daou gasour stummet d’an nebeutañ a rank ar strolladoù a ya war al leurenn kaout en o zouez » eme ar rener. Ur rouedad tri c’hant kasour a youl vat zo bremañ, bet tapet o zesteni a varregezh gante goude daou vloavezh stummadur a live uhel.

Hag ar rener da sankañ anezhi : « Diwar an eizh kasour(ez) bet o klask tapout o zesteni ar bloaz-mañ, zo bet korbellet daou anezhe ».

Danvez-barnerien a vez stummet ivez evit pourveziñ renkad ar varnerien a vez fiziet enne priziañ an abadennoù ha sellout pizh ouzh an arvestoù kinniget gant ar strolladoù da goulz Kampionad broadel dañsoù Breizh. Peadra da skorañ mat dibaboù ar brogramourien.

Ouzhpenn ar stummadurioù a vez savet lec’h-ha-lec’h gant pep kevredad e kinnig ar gengevredad un ugent programm-stummañ bennak da ouzhpenn 1 500 den bep bloaz:

devezhioù studi war dañsoù ar vro-mañ-bro stag ouzh ar glad ; stummadurioù war al leurenniñ, teknikoù an arvesterezh, war an dilhad hengounel  (anavezout ha gouzout ober).

Renabliñ ha mirout teñzorioù ar glad Lenn da heul

Krog e vezer da sevel ur renabl aketus eus dañsoù ha gizioù Breizh evit gallout treuzkas d’ar rummadoù yaouank teñzorioù glad ar vro. Degas war-wel an holl un niver bras a skrid-dielloù, sondielloù pe dielloù ar c’hleweled an hini eo pal ar raktres Heritaj , oc’h embann DVDioù, diskouezadegoù lec’h-dilec’h diwar grafoù resis, hag ur porched web. «  Fellout a ra deomp diskouez, er mod skiantelañ ma c’haller, an dañs-mañ-dañs, he zachenn, ar re zo test outi, an testenioù diwarni, an degouezhioù ma vez(e) dañset, he mammennoù, he stumm, he framm hag he c’hammedoù » eme ar rener. Ha kement all evit a sell ouzh ar gizioù : «  Renablet e vez ganeomp an emzalc’hioù stag ouzh bro-mañ-bro, ar c’hoefoù paneveken, o emdroadur koulz hag ar mod d’o fichañ ».

Karout a rafe da Gendalc’h, dezhi ur vediaoueg 6000 diell hag ur vonn Dastum, dont da vezañ ur greizenn daveiñ veur e Breizh. Aze emañ ivez talvoudegezh he dilojadeg en ur savadur nevez.

Broudañ an taolioù-arnod Lenn da heul

Broudañ a ra ar gengevredad Kendalc’h krouidigezh arvestoù nevez, asambles gant Le Fourneau, da skouer, kreizenn an arzoù dido anezhi, evit diorren doareoù dañsal war gantren, stag ouzh sevenadur kêr. Mont a ra ivez gant hent an arvestoù-dañs awenet gant danvez Breizh, evel an abadenn Faltaziañ.

Kement all e ra ar gengevredad c’hoazh evit a sell ouzh krouidigezh pe taolioù-esae war an dilhad : « Fellout a ra deomp souten hag ambroug ficherien yaouank hag a zegas o lod da bersonelezh Breizh ». Aze emañ ster ar genstrivadeg Des modes et nous : kemer harp war an hengoun da grouiñ ur stumm a-vremañ. E 2015 en doa Mathias Ouvrard, aet priz kentañ ar genstrivadeg gantañ, kemeret harp ouzh luc’hskeudenn ur c’houblad tud nevez eus ar vro C’hlazig er bloavezhioù 1880 evit krouiñ dilhad eured … ar bloavezh 2020. Disklêriañ a reas hennezh neuze : « En em dreiñ e rank hon gizioù kozh ober, ma fell deomp e chomfent bev bepred ».

Istor

1950 :  Krouidigezh ur genvodad kevredigezhioù sevenadurel breizhek e Kemper, Ar Falz, Bleun Brug, BAS, ar c’helc’hioù keltiek en o zouez …

1967 : Digoridigezh Ti-Kendalc’h, 1 kreizenn sevenadurel breizhat, e Sant-Visant an Oud (56).

2015 : Digoridigezh ofisiel kreizenn sevenenadurel nevez Kendalc’h en Alre (56).

 

Krouerien : Pierre Mocaër, Pierre Roy, Yvonnig Gicquel

Implijidi : 5 goprad, 3 anezhe leun amzer.

Tud a youl vat : ur pemzek bennak e-kreiz kalon ar gengevredad, un hanter-kant bennak er c’homisionoù  hag eus 300 da 400 en darvoudoù.

Rener : Mathieu Lamour.

Prezidant : Jean Guého.

Arc'hantaouet eo gant

Kuzul rannvro Breizh, Kuzul departamant Morbihan, Kumuniezh kumunioù an Alre, Quiberon Terre-Atlantique (AQTA), kumuniezh kumunioù Gwened, Kêrioù Gwened hag an Alre evit darvoudoù resis.

Kenoberourien : Merk Bretagne, Ofis ar Brezhoneg, Komite an douristelezh e Breizh, Kevre Breizh (kenurzhierezh sevenadurel Breizh), Dastum, Kengevredad War’l Leur, Le Fourneau (Kreizenn vroadel an arzoù dido), Koop Breizh, Park-natur pleg ar Mor-Bihan, Gouelioù Breizh, An Tour tan, Gouelioù meur Kerne, Festival etrekeltiek an Oriant, Gouel ar Sant-Loup (Gwengamp), Festival Kann al Loar (Landerne), Bagadañs, Conseil international des organisations de festivals de folklore et d'arts traditionnels (CIOFF), Européade, Folkloriades.