Tud

Kevread rannvroel evit sevenadur ha le glad ar mor e Breizh

Lakaat glad ha memor a-gevret

« Lakaat a reomp war-ziskouez an testenioù hag a ro kalz muioc’h a dalvoudegezh d’ar glad savadurel. Da betra mirout un tour-tan ma n’eur ket evit gouzout peseurt doare diwaller zo bet o labourat ennañ ? Petra a vefe hor glad hep youl ha labour ar maouezed hag ar wazed ? Labourat lec’h m’emañ ar bigi ha testeni an dud bet o labourat ganto a dalvez mirout ur glad bev a chom da zastum, ur glad en deuse blas en endro evel hor chapelioù hag hon tiez kozh… »

Clémentine Le Moigne
e karg ar Glad Sevenadurel Dizanvezel er GRSGM

Vidéo

Kefridioù

« E-doug ar bloavezhioù 70 e oamp en ur gevredigezh hag ur sevenadur a veze treuzkaset gouiziegezhioù ha chemet dre gomz, hag alese en arvar, prest da vont da get. Poent bras e oa dastum glad dre gomz an dud a vori. Evit-se eo bet savet kevread rannvroel evit sevenadur ha glad ar mor e Breizh, er bloaz 1979, gant Alain Decaux a oa kuzulier e Renerezh rannvroel aferioù sevenadurel Breizh », eme Clémentine Le Moigne, karget eus Glad Sevenadurel Dizanvezel e mor e KRSGM Breizh. Ar palioù : kevrediñ ar c’hevredigezhioù tro-dro da c’hlad ar mor,  harpañ o obererezhioù gwareziñ,dastum ar chemet teknikel ha studiañ an teuliadoù evit harpañ anezho gant o labour gwareziñ, dastum an doareoù-ober teknikel ha studiañ teuliadoù evit  rummañ Monumant istorel pe kas war ad-renabl Monumantoù istorel ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ.

Ret eo menegiñ ouzhpenn-se al label Bag a Dalvoudegezh evit ar Glad (BDG) roet gant ar font Glad ar mor hag ar stêrioù.

Rummañ ur vag da vonumant Lenn da heul

« Ne oa ket ken aes a-se, e penn-kentañ ar bloavezhioù 80, lakaat da intent e c’hellfed rummañ ur vag evel ma vez graet eus ur monumant », eme Clémentine Le Moigne. Ken abred ha 1983 e voe roet gwarez ar ministrerezh d’ar sinago Les trois frères eus Sine, bet savet er bloaz 1943, ha skloup kregina Bergère de Dom Rémy eus an Ospital, bet savet er bloaz 1936, a-drugarez da emouestladur stourmerien ar gevredigezh.

« Ganet omp diouzh ul luskad sevenadurel kaset diwar intrudu tud sot gant glad ar mor. Ul luskad kevreet gant skipailh ar gelaouenn Chasse Marée, staliet e Douarnenez  », eme c’hoazh Clémentine Le Moigne. Ha da venegiñ e oa bet savet ar chaloud sardineta Telenn Mor,er bloaz 1983, ha digoradur kreizenn stummadur ar c'halvezerezh-mor hengounel ha modern e 1984, dindan renerezh KRSGM Breizh, hep disoñjal, e 1987, digoradur ar Porzh-Mirdi… Pezh a lak ar gefridiadez da lavaret : « Kêrbenn Glad ar Mor eo Douarnenez ! ».

Treuzkas ar chemet dre stummadurioù micherel Lenn da heul

Gant kreizenn stummadur Atalieroù an Ifern eo lakaet an treuzkas e kalon kefridi ar GRSGM. Ouzhpenn ar stummadur TGM[1] kalvez-mor ha TGM micherour dibrour e kinniger stummadurioù gouelierez, ha nevez ’zo dibrerez-mor, grataet evit testenioù perzhegezhioù micherel gant kevredad industriezhioù ar sevel-bigi. Fellout a rae dezhi micherelaat hentenn an dibrerez-mor,  evit respont ouzh  ezhommoù  bagerez listri-bale . « A vloaz da vloaz e stummomp stajidi a zo sur da gaout labour goude-se », eme kefridiadez ar GSD.

Dastumadennoù hag enklaskoù diwar-benn micherioù ar mor Lenn da heul

E-kichen stummadurioù micherel emañ  KRSGM o tiorren un dachenn sevenadurel a zo he fal dastum testenioù dre gomz digant tud bet martoloded, pe enklaskoù war micherioù ar mor. Etnologourez eo Clémentine Le Moigne ha respontet he deus ouzh meur a c’halv a-berzh kumuniezhioù, ensavadurioù pe frammoù all. « E 2010o bet anvet, ha dileuriet on bet evit kas da benn dastumadennoù testenioù diwallerien tourioù-tan gwechall e park mor Park Naturel mor an Hirwazh, da vare ma vezed oc’h en em c’houlenn petra a deufe da vezañ glad an tourioù-tan. »En tu all d’ar renabl kaset da benn-vat war an teknikoù hag ar chemet e-liamm gant ar vicher-se  eo bet bouetaet al levr De mémoire de phares, embannet e Ti-embann Ouest-France e 2012, gant ar pennadoù-kaoz-se.

Da heul an enklask-se he deus troet an etnologourez he selloù war-zu micher ar c’hedourien arouezva hag o emdroadur. Ur skouer all : e 2014 he deus kemeret perzh evit sevel renabl madoù ar glad war an Inizi Glenan, war glad ar savadurioù hag ar bigi, gant testenioù dre gomz tud a vicher ha tud boaz da zarempredi an inizi. Embannet eo bet an enklaskoù-se war ziaz roadennoù servij  Renabl Rannvro Breizh.

Evezhiañ an emdroadurioù hag empentiñ ar diarweladoù Lenn da heul

Studioù all zo bet kaset en-dro gant ur sell war-zu an dazont ekonomikel evel ma zispleg ar gefridiadez : « E-doug ar stummadurioù bet kaset da benn en Atalieroù an Ifern hon eus savet teir studiadenn diwar-benn micherioù ar mor, gant ar pal anavezout gwelloc’h o emdroadurioù hag empentiñ peseurt doare vo d’ar micherioù-se en amzerioù da zont. Arouezius eo an enklaskoù war an dachenn evit galloud heuliañ ha sevel ar stummadurioù, evit pezh a sell ouzh an doareoù-labour hengounel war ar chanterioù ». Menegomp ivez ar studiadenn kaset da benn war emdroadur ar pevar-ugent chanter sevel bigi bet renablet e Breizh. « M’eo chomet stabil o niver abaoe un ugent vloaz bennak, eo bet cheñchet hag o statud lezennel hag o zachenn labour, rak nebeutoc’h a vigi pesketa a gaver hiriv an deiz ». Menegomp c’hoazh ar studiadenn bet kaset en-dro e 2012 diwar-benn liested an implijoù evit ar merc’hed hag ar c’hevatalded maouezed-gwazed : « Bezañ kalvezerez-vor e Breizh ».

Ha sellet a ra al listenn-mañ, a zo pell da vezañ klok, ouzh glad ar stêrioù ivez, gant testeni skluzerien ha  kobarerien ar stêr-Aon da skouer. « Adalek bremañ e vezomp didan al label GSD ar mor hag ar stêrioù. Ha gouest omp da gas hon nerzh lec’h m’eo mallus hor skoazell », eme c’hoazh Clémentine Le Moigne.

Istor

1979 : savet eo ar gevredigezh.

1984 : digoret eo ar greizenn stummadurioù war ar c’halvezerezh-mor hengounel ha modern .

1990 : digoret eo ar stummadur war ar ouelierezh hengounel ha modern.

2005 : lañs ar stummadur dibrerezh, gant Kevread an industriezhioùmerdeiñ.

 

Diazezerien : Alain Decaux (DRAC Breizh), Hervé Gloux (rener mirdi ar peskerezh e Konk Kerne), Bernard Cadoret (Chasse-Marée).

Prezidant : Jean-Marie Bechu.

Skipailh : eizh implijad/ez leun amzer pe darn amzer hag un dek bennak a dud a youl vat.

Arc'hantaouet eo gant

War dachenn ar stummadur : Rannvro Breizh

War dachenn ar sevenadur (enklaskoù, dastumadennoù...) : Rannvro Breizh, Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ (DRAC).

Kevelerien : Kuzul Jeneral Penn-ar-Bed, Porzh mirdi Douarnenez, Mirdi ar peskerezh e Konk Kerne , OPCI et les partenaires en lien avec les actions menées (Temps fête a ra war-dro gouel ar mor e Douarnenez, Phare en cap e bro ar C’hab, le Park Mor an Hirwazh, kumun Loktudi, ar gevredigezh Fée de l'Aulne.…) 

RouedadEuropean heritage maritime (EMH), FRCPM Nord-Pas de Calais, Kevredad glad ar mor Kreizdouarel , Diazezadur glad ar mor hag ar stêrioù.