Tud

La Jaupitre

« Ur yoc’h a c’hoarioù ! »

« Dre vras ez e tegas ar c’hoarioù laouenidigezh etre an dud, hag aesaat a ra an darempredoù hag an eskemmoù... Abalamour da-se e weler abaoe un dek vloaz bennak ar re yaouank dedennet en-dro gant ar c’hoarioù-se. »

Dominique Ferré
prezidant La Jaupitre

Vidéo

Kefridioù

C’hoarioù kilhoù, paledoù, c’hoarioù nerzh, gourenadegoù pe c’hoarioù bugulien, c’hoarioù beilhadegoù pe tavarnioù,ur yoc’h a c’hoarioù diwar sevenadur hengounel Breizh o deus kavet bod ha prad evel ma oa gortozet gant La Jaupitre. E miz Mae 2015 eo bet digoret gant ar gevredigezh-se e Mousterfil, la Cârouj, « ar c’hroaz-hent » en gallaoueg. Amañ e teuer evit c’hoari war an ton bras, gant e familh pe etre mignoned, en ur strollad pe o pleustriñ gant ur c’hleub a-ratozh. La Prée, ur bradenn gaer, gwez tro-dro, treuzet-dedreuzet gant un hent bevennet a banelloù displegadurioù diwar-benn orin ar c’hoarioù hengounel. Un ugent bennak outo zo kinniget dindan an amzer, ar voutellen,hag ar c’hoarioù hengouneloc’h evel ar c’hilhoù pe ar paledoù. Hag e La Mézon, (ar c’hoc’hu)  a ginnig un dek bennak a c’hoarioù renevezet bep a vare.

Lakaat an dud da gemer perzh Lenn da heul

« N’omp ket ur mirdi, ur park dudi gouestlet da c’hoarioù hengounel Breizh ne lâran ket. Pal La Jaupitre zo lakaat an dud da gemer perzh », eme Dominique Ferré, prezidant ar gevredigezh, a oa e penn-kentañ ur raktres diwanet e dibenn ar bloavezhioù 70, e-doug Gallésie en Fête, ur gouel aozet gant Kroaz-hent Bro-C’hallo. « D’ar c’houlz-se ne veze kinniget nemet c’hoarioù nerzh hengounel a Vreizh. Evit ma zeufe ur niver brasoc’h a dud da gemer perzh hon oa bet ar soñj mont da gerc’hat c’hoarioù e liamm gant ar sevenadur hengounel », a zispleg c’hoazh. War Vreizh a-bezh e oa bet kaset an enklaskoù da neuze. Ha krenn-ha-krak eo lañset ar jeu evit c’hoari Toull ar c’hazh, lec’h ma ranker teurel ur vell goad ha lakaat anezhi da dremen dre doull ur plankenn, pe c’hoazh c’hoari Birinig, ur vellig stag ouzh ur wern, ha pa dro e klasker lakaat nav c’hilhenn da bilat.

Titouriñ ha treuzkas an doareoù c’hoari Lenn da heul

Dominique Ferré ha tud all a-youl-vat n’in ket chomet da c’hoari las. O welet pegen entanet e tiskoueze an dud bezañ dirak ar c’hoarioù a-wechall eo bet savet ha frammet La Jaupitre.  Adalek ar penn-kentañ eo bet lakaet e pleustr atalieroù ha stummadurioù, ha kinniget d’an dud feurmiñ c’hoarioù bet savet ganto. Hag evit ma c’hellfent pleustriñ muioc’h c’hoazh, e kendalc’h ar skipailh da ledanaat e anaoudegezhioù, ha dastum a ra doareoù c’hoari anavezet abaoe ur viken. « A-viskoazh eo bet broudet er gouel Gallésie en Fête an emgavioù gant sevenadurioù hengounel deuet eus broioù all. Daned, Flamanked hag Italiz zo bet e-touez ar re gentañ da zigeriñ hon daoulagad war Bed ar c’hoarioù hengounel. Awenet omp bet ganto, ha dre-se ez eus bet digoret hentoù nevez evit hon enklaskoù. ». Ha bamet e chomont bep taol ma kavont doareoù c’hoari nevez. Gant skipailh ar Granjagoul eo bet diskoachet kilhoù Felger da skouer, ur c’hoari bet gwelet nevez zo. Dre ziv wech e taoler ar vell gant ar c’hoarier, hag e ra mont-ha-dont.

C’hoari da vad pe da fall e tro-spered an hengoun Lenn da heul

Gwir eo ne c’hoarvez ket an traoù dre zegouezh evel er c’hoari sac’h pa vezer e La Jaupitre, ur wech m’eo bet anavezet ha titouret ur mod c’hoari, e ranker c’hazh azasaat ar pezhioù pa vezer gant ar sevel anezho, dreist-holl pa n’emañ ket ar pal leuskel tud ‘zo war ar c’hostez. Ur preder a gaser er mare-mañ, da skouer, evit reiñ an tu d’an dud mac’hagnet da c’hoari direuz. Ha n’eo ket souezh gwelet tud a youl-vat sevel c’hoarioù ha reolennoù, e kompagnunezh skolidi Mousterfil da skouer. Evel-se ez euz bet ijinet ar c’hoari boulloù bro-C’hallo, pe hini marc’h Sant Glin, ur c’hoari kempouez war gef ur wezenn. Ha Dominique Ferré da resisaat: « Bepred e klaskomp doujañ ouzh spered an hengoun. Pouezus eo e vefe doujet ouzh doare ar c’hoari, rak evel-se e chom anavezet ar c’hoari en e vro orin. ». Arvar ebet kennebeut evit dibab ar seurt koad pe stumm ar pezhioù ur wech termenet an implij anezho ! Adalek neuze e vo ar c’hoari a vo neuze …

Istor

1979 : ar c’hentañ c’hoarioù hengounel a Vreizh kinniget da geñver kenstrivadeg muzik bro-C’hallo e Mousterfil.

1996 : savet eo bet ar gevredigezh La Jaupitre.

Miz Mae 2015 : digoret eo bet Cârouj e Mousterfil.

 

Diazezerien: Patrick Grosset ha Dominique Ferré.

Prezidant : Dominique Ferré.

Skipailh : daou implijad leun amzer, ur brezegenner diavaez hag un daou-ugent bennak a dud a youl vat.

Arc'hantaouet eo gant

Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Il-ha-Gwilen, kumuniezh kumuniezhioù Breselien.

Rouedad : Ezel eo La Jaupitre eus kengevredad c’hoarioù ha sportoù  hengounel Breizh, ar FALSAB, hag eus kengevredad broadel sportoù nerzh Breizh, ar FNSAB.