Darvoudoù

Nevezamzer ar C’hastell-Nevez

Brasañ fest-deiz hengounel e Breizh

Brasañ fest-deiz ha noz Breizh eo da gentañ Nevezamzer ar C’hastell-Nevez ! Beb bloaz e weler ur pevar-ugent bennak a sonerien ha kanerien daou-ha-daou, o tont eus pep korn ha pep giz a Vreizh, evit kas milieroù a zañserez hag a zañserien e chadenn an dro-zañs. Nepell alese e kaver abadennoù da glevet, evit ar re n’int ket en o aes en dañs. Ha n’eo ket bet disoñjet ar vugale, gant abadennoù a-ratozh evito. Evit an aozerien, koulz hag evit ar c’hant bennak a dud a youl vat prest da gregiñ ‘barzh : « Mignoniezh eo ger-stur ar gouel-mañ, p’emañ o lidañ e 40 vloaz e 2016 ». Ar c’hoant a oa da gentañ-penn kas war-raok sevenadur Breizh dre ar yezh, ar c’han, ar sonerezh hag an dañs, pa weler en tu all da zaou vil den o tont war-zu ar C’hastell-Nevez da Sul Fask, evit ar gouel  pobl-se, an hini kentañ da zigeriñ koulzad ar gouelioù bras e Breizh.

kevredigezh Nevezamzer ar C’hastell-Nevez 
Kerasker, 29520 Kastell nevez ar Faou
Postell : printemps-de-chateauneuf@wanadoo.fr

Sell an dud ouzh an darvoud-mañ

« Eil gwech din da zont, fiskal an aergelc’h, kanerien ha dañserien eus ar c’hentañ, dont a rin en-dro :) »

« Ar VEGENN eus ar sonerien & kanerien ha diouzhomp dañserien ! Un dibab a-zoare, gavotenn, laridenn, plinn, an-dro, ront Loudieg, ride Gilieg, ha kement ‘zo. »