Tud

Strollad sevenadurel breizhek broioù ar Gwilen (SSBBG)

Mouezh ijin ar bobl

« Abaoe krouidigezh ar strollad o deus fellet d'an izili degas lorc’h en-dro da dud bro ar Gwilen ha lakaat ijin ar bobl war-wel. »

Fabienne Mabon
kenurzhierez SSBBG

Vidéo

Kefridioù

E Sant-Yann-ar-Wern e oa un teñzor disoñjet : lec’h-dorn micherourezed feilhañserezh Sant-Yann. Un amzer zo bet ma oa ken brudet ha feilhañserezh Kemper, hag a oa bet meneget en un anzav e 1420. Treuzkaset e voe ar skiant-prenet-se betek 1978, pa serras al labouradeg diwezhañ.

E 2010 e fellas d’an aotrou maer reiñ lusk en-dro d’an amzer gozh artizanel ha greanterel-se. Strollad sevenadurel breizhek broioù ar Gwilen a voe goulennet digantañ kas ar raktres « Mémoires de Potières » da benn, en ur zastum ha saveteiñ glad ar poderezh e Sant-Yann-ar-Wern, evit e dalvoudekaat e broioù ar Gwilen. Hiziv an deiz e c’hell ar bourmenerien gwelout penaos e veve hag e laboure ar boderezed-kinklourezed a-drugarez d’ur wenodenn terket a-ratozh-kaer. E Ti ar boderez ez eus bet lakaet e-plas ur chanter-kenemprañ evit derc’hel gant an hengoun ha degemer an douristed.

 

Ur memor a-stroll anavezet gant an holl Lenn da heul

Gant ar raktres « Mémoire en résidence » e kinnig skipailh SSBBG un hentenn dre soubidigezh diazezet en ur gumun e-pad ur prantad etre c’hwezek ha triwec’h miz : « Klask a reomp ober ma vo anavezet gant an holl ur memor a-stroll hag a zo anavezet gant lod hepken », eme Fabienne Mabon, kenurzhierez SSBBG. Testenioù, luc’hskeudennoù, filmoù… asambles gant an eztaoladenn e vez kinniget un dezerc’hadur a bled gant ar glad gant ur pal arzel. Drezañ e c’heller kaout ur savboent all war ar pezh a ya d’ober ar memor : « Un doare da ziboultrennañ talvoudegezh ar glad ha da ziskouezh e c’hell bezañ bev ! ». Ha Fabienne Mabon da ouzhpennañ : « Plijout a rafe deomp aozañ abadennoù e pep kumun e Bro-Redon evit lakaat war-wel identelezh kreñv pep hini anezho ha krouiñ ur rouedad ar glad sevenadurel dizanvezel ».

 

Ar greizenn dafar : kalon ar gevredigezh Lenn da heul

Ar raktresoù-se a zezerc’hadurioù, a hanterouriezh hag a dalvoudekadur ar glad sevenadurel a ra da dud oberiant un tiriad en em unaniñ hag a ro pouez d’ar glad-se en ur raktres a-stroll. O vezañ ma tegas kement kreizenn dafar SSBBG a-zivout diorroadur raktresoù ekonomikel ha touristel n’heller ket ober heptañ ken.

Degas skoazell a ra an ostilh-mañwar dachenn ar buheziñ hag an treuzkas, ha talvoudegezh a-zivout gouiziegezh ha barregezh dre aozañ abadennoù, diskouezadegoù met ivez dre embann levrioù, evel ma oa bet graet a-gevret gant Dastum evit enrolladurioù. « Krouet hon eus ivez, e 2004, an dastumadeg “ Petit patrimoine rural ”. Tud a youl vat o deus dastumet sorbiennoù war ar glad savadurel ha dibabet danvez savadurel e dek kumun e Bro-Redon ». Er c’humunioù-se en deus pep tiegezh resevet ur skouerenn eus al labour-se evit netra. Un doare da dostaat an eil ouzh egile ar re n’int ket boas da lenn.

 

Ur skol-sonerezh hengounel Lenn da heul

Bez’ ez eo ivez ar greizenn dafar un ostilh prizius evit talvoudekaat gouiziegezh ar re a zoug an hengoun a vez treuzkaset gant ar skol-sonerezh hengounel kaset en-dro gant SSBBG abaoe m'eo bet savet. Ur c’helenn a-stroll an hini eo, a ya hag a zeu en un dek kumun bennak, e poloù kelenn termenet hervez an tiriadoù. Bep miz e vez aozet un abadenn vras evit boazañ ar berzhidi ouzh doareenn ar c’hemer perzh en danvez hengounel.

Pa vije dre stajoù, festoù-noz, sonadegoù, beilhadegoù, baleadennoù kanet… e vez bev-buhezek ar sevenadurel poblek a-hed ar bloaz e Bro-Redon, etre hengoun ha krouiñ. An Dolgenn aour eo abadenn veur ar bloaz. Gwriziennet eo ar festival-se en hengoun kanet ha kontet. « Lavarout a reer ez eo gouel Nedeleg Bro-Redon ! », a lavar Fabienne Mabon gant nerzh.

 

War al leurenn, an dreizherien hengoun Lenn da heul

Lakaat ar re a oar da bignal war al leurenn a voe klaoustre kentañ kevredigezh SSBBG, krouet gant Jean-Bernard Vighetti. Er bloavezhioù 1970, pa oa eñ karget da ziorren obererezhioù touristel war ar maez, e voe bamet gant hoal Bro-Redon : pinvidigezh un hengoun dre gomz na oa bet kroget d’e zastum nemet gant ar c’helc’h keltiek, hag ur gweledva ral, ennañ geunioù ha garzhaouegi stank ar c’histinegi enno. Tud ar vro ne ouient ket na pegen prizius e oa pinvidigezh naturel ha sevenadurel o bro. « Mennozh Jean-Bernard Vighetti a oa unaniñ an dud hag an aozadurioù a oa dedennet gant tachennoù a bep seurt, arkitektouriezh, arkeologiezh pe c’hoazh evnoniezh, sonerezh, ar c’han pe c'hoazh an dañs. Fellout a rae dezhañ adreiñ loc’h en-dro da dud ar vro, komzerien gallaoueg anezho », eme Fabienne Mabon. Jean-Claude Bourgeon, Jean-Louis Latour, Albert Noblet hag Albert Poulain a yeas d’e heul.

 

Embann un hennad hag un identelezh sevenadurel Lenn da heul

D’ar c’houlz-se an hini e oa, pa oa lañs gant luskadoù an deskadurezh pobl ha pa oa bet meizet na pegen mallus e oa saveteiñ ar sevenadur hengounel, e oa bet ganet an Dolgenn aour e-pad an Teillouse, ur foar ar c’histin, war ziskar. Lakaat an dud da ganañ en-dro ne oa ket un dra anat ha daoust da se e veizas an dud e oa un hennad sevenadurel ha naturel en o bro, e maezioù don departamantoù Il-ha-Gwilen, ar Mor-Bihan ha Liger-Atlantel, daoust ma oa gwelet ar vro-se evel ur vro hep identelezh ! « Albert Poulain a ouie kontañ en devoa enrollet ur vaouez, an itron Prévert, a lavaras dezhañ : “ Ma ne vijes ket deuet, ne’m bije morse gouezet e oan ken gouiziek ! ” », eme Fabienne Mabon.

 

Ur sevenadur hengounel digor war ar bed Lenn da heul

Pevar dekvloazhiad war-lerc’h e talc’h SSBBG da vezañ oberiant war dachenn an hengoun hag ar c’hrouiñ, dre genstrivadegoù kanañ a capella pe binvioù-sonerezh, dre gontadennoù hag abadennoù gaouierezh, dre sonadegoù, festoù-noz ha dibunadegoù…

« E 2008 eo brasaet pouez an Dolgenn aour p’eo en em staliet e karter ar porzh. War tachennoù nevez hon eus labouret, liammet gant istor ar mor Bro-Redon da skouer. » Un digarez ouzhpenn evit embann digoradur an aozadur war ar bed. « Evit anavezout ha kompren hon sevenadur ez eo a-bouez keñveriañ anezhañ gant sevenadurioù hengounel all », eme Fabienne Mabon o pouezañ.

Darempredoù kreñv zo bet skoulmet gant Louiziana da skouer. « Liseidi eus Redon o deus desket dizoleiñ o bro a-raok mont da Louiziana da ginnig anezhi d’o ostizien. » Eskemmoù zo bet da c’houde ivez etre strolladoù arzourien. Un dra bennak divoutin zo bet graet zoken : bresañ bier ennañ maiz hag ed-du, anvet La Bayoust, en ur ober gant barregezhioù ur braser breizhat hag ur braser all eus Louiziana hag en ur gemmeskañ anvioù an dourredennoù Bayou hag Oust.

Diskouez a ra ar c’henlabour brav-se penaos e c’hell an hengoun pobl bezañ talvoudekaet war an dachenn ekonomikel pa vez bev ha rannet etre an dud !

 

Istor

1975 :krouidigezh Strollad sevenadurel breizhek broioù ar Gwilen hag an Dolgenn aour.

 

1996 :frammadur an atalieroù sonerezh hengounel er skolioù-sonerezh.

 

2004 :lañset an dastumadeg « Petit patrimoine rural ».

 

2010 :kefridi kentañ Mémoire en résidence.

 

2013 :enskrivet pennaenn ar PCI e raktres ar gevredigezh, da geñver un emvod e stern un Doare lec’hel da ambroug.

 

Gouere 2015 :staliet ar gevredigezh e Kastell Caslou.

 

 

Diazezer : Jean-Bernard Vighetti.

Prezidantnbsp]: Tudual Hervieux.

Bez-prezidant(ez)ed : Gilbert Hervieux (kreizenn danvez), Philippe Edouard (skol-sonerezh), Hélène Backes (pol embann).

 

 

 

Skipailh :

peder implijadez pad hag un ugent a gelennerien-ezed.

 

 

Arc'hantaouet eo gant

 Arc’hanterien

Kumuniezh-kumun Bro-Redon, kuzulioù-departamant Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan, Rannvro Breizh, Kêr Redon.

 

Kevelerien

Rouedad mediaouegoù Bro-Redon, skol-sonerezh etrekumunel Bro-Redon, Le Canal, c’hoariva etrekumunel Bro-Redon, Kevread bevaat war ar maez broioù ar Gwilen. Kreizenn gevredet ouzh Dastum.