Tud

War'l leur

"Evit ma skedo identelezh Breizh"

« Evit ma skedo identelezh Breizh e ranker mirout ar skiant bet prenet, skiant ar gwiskamant ha hini an dañsoù, ha pa c’houlennfemp gant hon c’helc’hioù boulc’hañ hentoù nevez. »

Tristan Gloaguen
rener kengevredad War'l Leur

Vidéo

Kefridioù

War al Leur en em gave kerent ha mignoned da zañsal goude an devezh-dornañ gwechall. En deizioù a-vremañ e tañs ar Vretoned c’hoazh, er festoù-noz pe en ur c’helc’h bennak, stad enne o vezañ bet gwisket dilhad ar gizioù kozh. « Bezañ ezel ur familh eo emezelañ da War ‘l Leur », eme Dristan Gloagen, rener ar gengevrad-mañ. C’hwec’h kevredad departamant - unan anezhe e diavaez Breizh - a zo anezhi, a ra al liamm etrezi hag ar strolladoù emezelet. Lealded hag emouestl, aze emañ talvoudegezh ar garta a vez sinet gant prezidant pep strollad. « Ur gefridi dibar an hini zo fiziet en hon gengevredad gant an destenn-mañ a ere pep strollad anezhi ouzh egile. Tri ger-stur a gaver enni : mirout, treuzkas,  streviñ » eme ar rener.

Mirva ar gizioù kozh Lenn da heul

E sked an dañs, re bar d’un tour-tan o tiskouez an hent d’ar vag, e fell start d’ar gengevredad « mirout dilhad gizioù-kozh Breizh ».  Abaoe ur pemzek vloaz bennak e vez o tastum dilhad gwechall da sevel mirva ar gizioù kozh. Daveet e vez pep pezh, meneget e orin, ar mod ma oa bet savet hag o zalvoudegezh arouezel. An davañjerioù bleunioù brodet warne, da skouer, a weler teir stad o difluk, eus ar vroñsenn d’ar vleunienn dispak-kaer. Alies-mat e veze brodet ur penn-gwinizh ouzhpenn-se gant ar merc’hed diwar ar maez.

« Ouzhpenn 1 500 pezh-dilhad bet gwriet etre 1880 ha 1950 zo bet dastumet, perzh eus gwiskamantoù gwazed, maouezed ha bugale. Karout a rafemp digeriñ ul lec’h gouestlet da gizioù kozh Breizh a-bezh, un deiz bennak. » Dizale e kavor un diazad roadennoù war internet o kinnig an dastumad-se, ar gizioù, ar stummoù , an arouezioù… Mirout avat n’eus ket ur pal anezhañ e-unan, da soñj ar rener yaouank : « Gwriañ a-nevez an hini zo d’ober bremañ diwar ar patromoù kozh-se. O vezañ ma c’hellomp kontañ gant ampartiz hon c’helc’hioù e roomp talvoudegezh d’an dastumad-se : aze emañ hon nerzh. »

Arnevesaat ha talvoudekaat mammennoù an dastum Lenn da heul

A-hed ar bloaz e vez savet stajoù kemenerezh diwar ar patromiñ, ar skoueriañ hag an doare gwriañ hengounel. Da goulz stajoù all e vez desket skiant ar broderezh, ar perlezenniñ, an ampeziñ hag ar feriñ koefoù. Er stajoù L’Écho des mod e vez studiet spis doareoù ha gizioù ur vro : Bro Fouen’, Glazig, Pourled, Paluder… Kant bro, kant giz : da bep bro he dilhad, tuet gante kammedoù dañs an hendadoù, meur a stumm da bep hini anezhe. Rak kemm a ra an dañsoù bep ma tro rod an amzer, diouzh an eskemmoù, an emzalc’hioù hag al lec’hioù. Stummoù nevez a zastumer choazh hiriv an deiz, evel m’eo bet dastumet nevez zo Tralala Lokmaria ha Laride ar Gerveur. Laride, gavotennoù, avant-deux… renablet e vez pep dañs ha, war un dro, arnevesaet mammennoù an dastum ha roet talvoudegezh da gement stumm pe adstumm anezhi.

Ur mod kelenn spis ha frouezhus Lenn da heul

Emgavioù a vez aozet ingal gant hêred hengoun an dañs-mañ-dañs evit ma c’hellfe ar strolladoù perc’hennañ he ferzhioù heverk, reoù gavotenn Hañveg da skouer, hag evit reiñ d’an holl arvesterien d’ober anaoudegezh gant dañsoù Breizh da goulz Temps Dañs Trad. Stajoù all, Miz du o anv, a zo gouestlet d’ar sonerezh ha d’ar c’han da zañsal. Teurel pled a ra War ‘l Leur eus he hêrezh ivez pa ginnig stajoù Loustig d’ar vugale ha Yaouank d’ar grennarded. Kalz a dud yaouank a zeu da gemer perzh er strolladoù. « Dre an dañs e vez savet ar yaouankiz, un astez skol ar vuhez e lec’h e vez desket doujañ d’ar re all, kenlabourat gante, selaou anezhe hag en em soñjal da vat… » eme ar rener.

Hollbouezus eo stummadur ar gasourien, sichenn an treuzkas anezhañ, e raktres ar gevredigezh : « Er stajoù-se e vez prenet gant ar gasourien un anaoudegezh vras eus sevenadur Breizh ha desket gante kelenn an dañs en ur mod aketus ha frouezhus…  Pelloc’h, en tu all d’an treuzkas e vo douget ar c’helc’hioù gant ar re-mañ, danvez o frezidanted anezhe alies.», eme ar rener.

Priziañ evit gwellaat Lenn da heul

Talvoudekaet e vez an dañsoù bet treuzkaset e-giz-se, o sevel arvestoù.  Stajoù korollerezh a vez kinniget ingal d’ar strolladoù. «Pa vez ur c’homite-gouelioù bennak en sell da enrollañ unan eus hon c’helc’hioù, e c’hell hennezh en ober dibistig rak ur siell a dalvoudegezh eo ar mod ma ‘z amprouomp kinnigoù ar strolladoù », eme ar rener. A-hed ar bloaz e vez priziet al labour-se gant ar gengevredad, da goulz Gampionad dañsoù Breizh paneveken, pevar rummd ennañ. Ne oar kelc’h ebet pegoulz e vo arsellet gant unan eus ar 150 arseller a youl vat.  Dre stajoù reoliek e vez stummet an arsellerien-se ivez, a vez tutaet et c’helc’hioù, dezho ur steuñv ha binvioù-daveiñ da sevel rentaoù-kont an arselladegoù. «Ne nac’homp ket an arvestoù enno gwiskamantoù a-vremañ. Adal ma vez lakaet ar strollad war ar renk avat, e ranko ober gant an dilhad kozh ». Priziet e vez an dañs, ar gorolladeg, an dilhad « evel ma oant er gevredigezh wechall betek an eil brezel-bed pe ar bloavezhioù ‘50 ». Diskouezet e vez ar « gwellañ » kelc’hioù da goulz pevar emgav Kement tu e Gouelioù Kerne e Kemper, e Gouelioù etrekeltiek an Oriant, e festival folkloraj ar bed e Sant-Malo hag er Baol.

Ur c’hampionad dañsoù hengounel digor d’an holl Lenn da heul

Ur c’hampionad dañsoù hengounel a vez savet e miz gwengolo en tu all da gement-mañ, abaoe 2013, da geñver koñkour ar sonerien e Gourin. « Keveziñ a ra an dañsourien(-ezed) unan hag unan, dilhad pemdez warne e peder dañs bet dibabet en a-raok. » E 2015, da skouer, e oa bet dibabet gavotenn ar C’hab, gavotenn Pourled, Gavotenn Dardoub ha rond ar baludourion. Birvilh a vez en-dro d’ar genstrivadeg-se : « Savet zo bet un ugent bennak a goñkourioù-bro ganeomp rak ur priz a ranker tapout da gentañ en unan anezhe evit gallout mont da goñkouriñ e Gourin oc’h anavezout an holl zañsoù ». Arnevesaet e vez ar pleustr sevenadurel gant ar c’hampionad-se, hervez ar rener : «  Savet e vez tonioù nevez gant ar sonerien ha degaset e vez er festoù-noz dañsoù a oa dianevezet pe dost. »

Abaoe 2012 eo aet ar gengevredad war dachenn an embann evit streviñ sevenadur breizh. Embannet zo bet ganti ur rummad DVDioù diwar an arvestoù gwellañ bet diskouezet war leurenn Kampionad dañsoù Breizh. « Perlezenniñ pe brodañ a fell deomp e vefe addesket, war-zoug awen sevenadur ar vro, da reiñ d’ar sevenadur-se liv lirzhin ar yaouankiz hag an nevesadur ha n’eo ket skeudenn drenk ur brizh-sevenadur sanket en amzer dremenet, evel ur paour-kaezh Bécassine, sanket don he boutoù-koad er vouilhenn », eme Dristan Gloagen, rener ar gengevrad.

Istor

27 a viz ebrel 1967 : krouidigezh kengevredad War’L leur

Seizh kelc’h keltiek (Fouenant, Blaen, Gwened, Naoned, Ansinis, Klison, ar Baol).

2013 : taol-lañs da Gampionad an dañsoù hengounel.

 

Prezidantez : Solenn Boënnec

Rener : Tristan Gloaguen

Pevar goprad ha meur a zen a youl vat oc’h ober war-dro an treuzkas.

Arc'hantaouet eo gant

Kuzul rannvro Breizh (60%), skodennoù an emezelañ, gwerzh an embann (levrioù ha DVDioù) ha 10% « taos » diwar frouezh an arvestoù kinniget gant ar strolladoù.