Kreizenn c'hall ar glad sevenadurel dizanvez (CFPCI)

"Tenn a ra hon obererezh e dalvoudegezh hag e binvidigezh eus al liammoù gwriet gantañ etre glad sevenadurel dizanvez ar bed ha hini pobloù Bro-Frañs, o vroudañ an emgavioù hag an eskemmoù. N’eus ket eus GSD « ar vro » diouzh un tu hag eus GSD « lec’h all » diouzh un tu all pa gej ha p’en em vesk pep mod gant egile ."

Séverine Cachat, renerez Kreizenn c’hall ar Glad sevenadurel dizanvez, CFPCI

 

Evezh, hanterouriezh ha prizachiñ

Eveshaat, hanterouriñ ha prizachiñ eo kefridi ar CFPCI, re bar d’ur vazhvalan o vont hag o tont etre oberourien hag arvesterien ar GSD diouzh un tu ha, diouzh an tu all, ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ, dre Renerezh meur ar Glad, hag ar C’homite evit ar glad etnologel ha dizanvezel.

E 2011 e oa bet lakaet Ti Sevenadurioù ar Bed e Gwitreg da « Greizenn c’hall ar Glad sevenadurel dizanvez » gant ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ. Dont a reas ar greizenn-se da vezañ un adti stag ouzh Ti ar Sevenadurioù, meret gant ar gevredigezh hañval hec’h anv, krouet gant Cherif Khaznadar he frezidant. Ur perzh bras en deus bet an arbennigour ensavadurel-se, oberiant e diabarzh an UNESCO e mennoz ar « Glad sevenadurel dizanvez » hag en e anaoudegezh gant an UNESCO. Harpañ mererezh Koñvañsion an UNESCO evit saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel, bet degemeret e 2003 ha lakaet e pleustr e 2006, eo kefridi ar CFPCI hiviziken. « Digor-frank eo ar goñvañsion-se ha pa zo un destenn verr anezhi, hini ur c’henasant, da bep bro d’ober diouzh he giz », eme Séverine Cachat, renerez ar CFPCI

Arsellva vroadel ar pleustr hag ar boazioù

« Kas GSD ar bed war-raok e Bro-Frañs, koulz ha hini pobloù tiriad ar Stad c’hall, eo hon c’hefridi gentañ. Ambroug rouedadoù oberourien ar GSD a reomp eta, o tegas hon lod d’ar preder war merouriezh ar GSD hag an disoc’hoù anezhi er Stad c’hall. » eme Séverine Cachat. Sevel rouedadoù oberourien, aliañ ar strollegezhioù lec’hel, ar c’hevredigezhioù hag ar Skolioù-meur ; lakaat binvioù e pleustr, sevel kendivizoù, embann kaieroù ar CFPCI war he lec’hienn internet, kinnig diskouezadegoù… Setu lakaet ar CFPCI da « etnopol », da lâret eo da greizenn vroadel ar c’hlaskerezh hag an teuliaouiñ war an etnologiezh, kaset gant un daouzek bennak a glaskerien dindan evezh ur c’huzul skiantel. « Ha setu-ni e-karg eus diorren un arsellva liesdanvez ouzh merouriezh ar GSD, ouzh e bleustr hag ouzh e zoareoù, eus an dachenn lec’hel betek al live etrevroadel », eme Séverine Cachat.

Talvoudekaat ar GSD e Bro-Witreg

Ur gefridi hanterouriñ ha talvoudekaat a zo bet fiziet ouzhpenn-se d’ar CFPCI e Bro-Witreg, adalek prioldi breudeur Sant-Venead, ul lec’h a c’hlad anezhañ : « Aozañ a reomp stalioù deskiñ, prezegennoù ha sonadegoù. Sevel a reomp div diskouezadeg ar bloaz ouzhpenn an diskouezadeg-pad hag an diskouezadeg bale-bro diwar ar GSD. Kalz a douristed a vez desachet gant an darvoudoù meur-se ». En nevez-hañv 2016, da skouer, e oa bet kinniget ganeomp un diskouezadeg diwar treuzkas chemet hag arz, asambles gant kevredigezh Mistri ar micherioù-arz hag o deskirdi.

Kreizenn deuliaouiñ war henvoazioù ar sonerezh hag an abadennoù er bed.

E Prioldi breudeur Benead e Gwitreg eo diwanet ivez kreizenn deuliaouiñ Tier Sevenadurioù ar Bed. Skignañ henvoazioù sonerezh hag abadennoù ar bed war leurennoù Bro-Frañs a ra an ensavadur-se abaoe 1982, war roud obererezh Cherif Khaznadar pa oa-eñ prezidant Ti ar Sevenadur e Roazhon. Masklaoueg Makiski, dibunadeg erevent Belgia pe Bro-C’hall, laz-seniñ Timbila Chopied Musa Mbeki (Mozambik), c’hoariva merc’hodennoù Wayang Indonezia… Dibaouez eo bet brudet ha skignet ar GSD gant Ti Sevenadurioù ar Bed. Ar greizenn deuliaouiñ, buhezekaet ganti an dastumadeg dielloù fiziet enni (skridoù, enrolladennoù, luc’hskeudennoù ha kleweled), n’eus ket par dezhañ e Bro-Frañs. « Ne vefe ket eus obererezh ar CFPCI anez d’an diellva-se. Magañ an eil egile a ra Ti Sevenadurioù ar Bed hag ar CFPCI » eme Séverine Cachat.

Bonnoù

1982 : digoradur Ti Sevenadurioù ar Bed e Pariz.

2004-2005 : digoradur adti Gwitreg hag ar greizenn deuliaouiñ.

2011 : krouidigezh Kreizenn c’hall ar Glad sevenaduel dizanvez e diabarzh Ti Sevenadurioù ar Bed e Gwitreg.

 

Arc’hantaourien

Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ, Kêr Witreg.

 

Kenoberourien

La Granjagoul, La Bouèze ha Marjolaine, evit a sell ouzh an etnolouzaouriezh.

Skol-veur Roazhon 2 : Master war hanterouriezh ar glad en Europa ha war arzoù an arvestiñ.

Le Pont Supérieur, kreizenn skolveuriek Breizh ha Peideloar an arvestiñ

Skignañ ha raktresañ: Kreizenn sevenadurel Jacques Duhamel e Gwitreg, Opera Roazhon, L’Hermine e Sarzhaw, mediaouegoù Sant-Jakez al Lanneg, Sant-Gregor, Felger…

Kenlabour diouzh ma teu gant meur a framm er Stad c’hall hag er bed.

Er CFPCI emañ sez sokial France PCI, kevredigezh c’hall dafar glad sevenadurel dizanvez an UNESCO, ha hini kevredigezh c’hall an etnoarvestouriezh (SOFETH).