Sell'ta! À la recherche du patrimoine immatériel en Centre Ouest Bretagne

Sonerezh, lusk ar bobl

Milig Sinou, 12-15 ans

Arts du spectacle

Ar sonerezh, froudenn tud-gouez,
Entanus ha bev noz-deiz,
A zo pagan, strobinellus,
Heñvel ouzh ul labous lorc’hus.

Lusk ar bobl ha yezh ar peoc'h,
Hi a zo dalc’hmat en hengoun,
Evel ‘oa Kaledvoulc’h er roc’h,
Evel ur peñse er mor don.

D'an dañserion ha sonerion,
Sonerezh ‘zo spered, kalon
O rein dezho nerzh da veviñ
Ha da genderc’hel da seniñ