10 vloaz BCD, setu roll ar gouel !

Dek vloaz zo bremañ emañ BCD/Sevenadurioù o klask ma vefe aesoc’h d’an holl pakañ danvezioù hag anaoudegezhioù diwar-benn Breizh ha liested he sevenadurioù.
Evit-se ez eus bet savet meur a venveg gant ar gevredigezh BCD/Sevenadurioù : arload evit ar pellgomzoù hezoug, filmoù, lec’hiennoù internet gouestlet d’o danvezioù, ha kement zo.

Pedet oc’h da zont d’an 23 ha d’ar 24 a viz Gwengolo evit lidañ 10 vloaz BCD/Sevenadurioù e Pondi.

War ar roll : abadennoù sinema, prezegennoù, atalieroù, reiñ prizioù evit kenstrivadeg luc’hskeudennoù Divroañ e Breizh, Divroañ eus Breizh ha fest-noz !

D’ar gwener 23 a viz gwengolo – Sinema Rex – 6e hanter : Abadenn sinema

Bev omp, dañsal a reomp !
Un abadenn tro-dro d’an dañs, eus Breizh d’ar C’haokaz,
a-drugarez d’al lec’hienn Breizh ha Liested – BED

War ar roll :

  • Gant Caroline Troin e vo kinniget al lec’hienn BED: pennadoù tennet eus Treizhourien gant Thierry Salvert ha Kenan an Habask, hag ar c’hlip sonerezh  Gavotenn ar bras gant Thierry Salvert.
  • Diskouezet e vo ar film Danse avec les ruines (Tchetchenia – 52’), gant Mylène Sauloy, a vo war al lec’h.
    E-doug an diskar-amzer, Ramzan Akhmadov, bet penn-koroller, a zo deuet en-dro da C’hrozny evit sevel en-dro e strollad bugale dañserien, bet strewet war hentoù an harlu gant reuz ar brezel. Ar vugale-se o deus tapet war o chouk ar gefridi da ziskouez d’ar bed ne varv ket ar sevenadur dindan tan ar bombezennoù, hag ez eo bev Tchetchenia pa gendalc’h da zañsal.
    Da heul ar film e vo posupl eskemm ha divizout gant ar sevenerez.

D’ar sadorn 24 a viz gwengolo – Palez ar c’hendalc’hioù

9e30 : Degemer gant ur banne kafe

10e00 : ger Degemer gant Christine Le Strat, maer kêr pondi
ha ger degemer Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul rannvro Breizh

10e10-11e30 : PREZEGENN « PETRA A DALVEZ ANV BCD/SEVENADURIOÙ ? P’EN EM GAV AR SEVENADUR GANT AR SEVENADURIOÙ »

Peder c’hefridi zo gant BCD/Sevenadurioù Breizh, c’hwec’h lec’hienn internet, meur a raktres war an dro, degadoù a gevelerien. Deuet eo, a-hed ar bloavezhioù, da vezañ e kreiz meur a rouedad, ur voest ostilhoù evit ar bed sevenadurel breizhek. Met peseurt identelezh ha peseurt unvaniezh a zo evit BCD/Sevenadurioù ? Petra a ya d’ober sevenadur Breizh ? Penaos plediñ gant ar brasañ niver a dud, hep dilezel ar resisted a ranker kaout bepred ? Petra a cheñch pa vezer o teurel kont eus ar gwirioù sevenadurel evit ar bed sevenadurel e Breizh ?
Dre ur preder diwar-benn ar gevredigezh, he bilañs, he roll, he raktresoù, e vo an emvod-meur-mañ un digarez evit derc’hel un diviz diwar-benn ar pezh a reomp «sevenadur Breizh» outañ, ha dre vras war pezh a ra sevenadur e Breizh.

  • Perzhidi :
  • Digoradur gant Jean-Michel LE BOULANGER, bet bez-prezidant e karg eus ar sevenadur e Rannvro Breizh ha krouer BCD/Sevenadurioù Breizh,
  • Eva GUILLOREL, ezelez eus kuzul skiantel BCD/Sevenadurioù Breizh, istorourez e Skol-veur Roazhon2
  • Élisabeth RENAULT, renerez mirdi arz hag istor Sant-Brieg, prezidantez ar gevredigezh Mirdioù Breizh
  • Jean-Jacques CASTERET, eil-rener Kreizenn Etrevroadel Teuliaouiñ Okitania
  • Klozadur gant Béatrice MACÉ, bez-prezidantez e-karg eus ar sevenadur, eus ar gwirioù sevenadurel, eus ar c’helenn arzel ha sevenadurel e Rannvro Breizh, ha Philippe RAMEL, prezidant BCD/Sevenadurioù Breizh.
  • Kaset en-dro gant Gérard ALLE

11e30-12e30 : BANNE DEK VLOAZ BCD/SEVENADURIOÙ (PROFET GANT TI-KÊR PONDI, KEVELER AN DARVOUD)

12e30-2e00 : POENT LEIN (enskrivadurioù dre amañ – 15 €/pred)

2e00-4e00 : Pevar atalier evit en em soñjal diwar-benn
peder c’hefridi BCD. (Enskrivadurioù war al lec’hienn www.bcd.bzh)

ATALIER 1 – Ar c’helenn arzel ha sevenadurel, ur benveg evit kas war-raok al liested sevenadurel ha skignañ danvez sevenadurel Breizh
Enskrivet eo hiriv an deiz ar gwirioù sevenadurel e lezenn ar Frañs. Embann a reont, e-touez traoù all, e c’hell «pep hini kemer perzh er vuhez sevenadurel dibabet ganti pe gantañ, ha lakaat e pleustr e zoareoù sevenadurel» (mennad 5 DUDC, 2001). Diouzh e du, ar c’helenn arzel ha sevenadurel a zo e bal « reiñ da bep hini ur sevenadur boutin, pinvidik ha liesseurt e stummoù ur glad a-vremañ, poblek ha gouiziek war an dro… » (mennad 3 Karta an EAC).
Sklaer eo e teu neuze an deskadurezh arzel ha sevenadurel (DAS) da vezañ unan eus an doareoù da reiñ d’an holl liested an ezteurel sevenadurel. Penaos e c’hell ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek lakaat e pleustr ar c’hefredi-se ? Ha peseurt perzh he deus evit-se ur gevredigezh evel BCD/Sevenadurioù Breizh ?

  • Perzhidi :
  • Jean-Jacques CASTERET, eil-rener ar CIRDOC
  • Béatrice MACÉ, bez-prezidantez e-karg eus ar sevenadur hag ar gwirioù sevenadurel, hag eus an DAS e Rannvro Breizh
  • Martine LE BRAS, kuzulierez evit an DAS en RRAS
  • Un dileuriad.ez eus Kenleur
  • Kaset en-dro gant : Charles QUIMBERT

ATALIER 2Skignañ danvez sevenadurel Breizh : penaos krouiñ ha treuzkas an anaoudegezhioù ? Ha perak hen ober ?
E-keit ha ma weler ez eus kement a Vretoned.ezed c’hoant bras ganto anavezout o bro, n’eo ket gwall ledan, ha dister zoken ar plas a vez roet en deskadurezh evit ober anaoudegezh ha kompren danvez Breizh.
A-drugarez d’an holloueziadur bev m’eo Becedia e klask BCD/Sevenadurioù reiñ da anavezout d’ar brasañ niver stad an anaoudegezhioù diwar-benn pezh a reer «danvez Breizh», a gaver ennañ koulz an istor hag an douaroniezh, an etnologiezh, an ekonomiezh, ar yezhoù, pe c’hoazh an endro er vro.
Met da biv e komzer pa vezer o «reiñ d’ar brasañ niver», ha penaos e c’heller ober ? Penaos lakaat da anavezout enklaskoù e vez war ober c’hoazh ? Penaos diorren doareoù all ar c’hehentiñ, evel m’emañ ar podkastoù hag ar videoioù, hep ma vefemp tapet abalamour d’ar stumm re verr ganto a-wechoù hag a vir outo da gas ganto fonnusted ha liested an danvezioù ? Hag erfin, betek pelec’h e c’heller mont gant ar c’hehentiñ niverel, peseurt harzoù a vez ganto ha penaos plediñ ganto ?

  • Perzhidi :
  • Yves COATIVY, rener Kreizenn an Enklaskoù Keltiek ha Breizhek e Brest (KEKB)
  • Céline CHANAS, renerez Mirdi Breizh
  • Gaïd PITROU, renerez Gwarez filmoù Breizh
  • Jean-François DORTIER, krouer ar gelaouenn Sciences Humaines
  • Kaset en-dro gant : Anna QUÉRÉ

ATALIER 3Renabliñ evit gwareziñ ? Peseurt dalc’hoù gant ar GSD e Breizh
An eil rannvro er Frañs ez eo Breizh evit pezh a sell an elfennoù bet lakaet war roll renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD), gant he 109 pleustr dizanvezel (diwar 488 e penn-kentañ ar bloaz 2021). Ma ranker lakaat war-wel ar startijenn a vez gant hor bro, e ranker en em c’houlenn memestra peseurt perzh a c’hoari renabl ar glad e gwarez ar GSD. Un taol kehentiñ hepken e vefe ?
Pe neuze ur gwir luskad er vro ? Petra a c’hoarvez ur wech m’eo bet lakaet un dra bennak war roll ar renabl broadel ?
Gant an daol-grenn-se e vo bodet aktourien bet o kemer ur perzh bras er renabliñ ar GSD, ha ganto e vo eskemmet war o doareoù o hentennoù, ha taolet e vo ur sell war-gil war o skiant-prenet : peseurt doareoù enklaskoù, penaos mont gant tud ha doareoù ar vro, penaos lakaat ar c’humuniezhioù da gemer perzh el labour renabliñ ha gwareziñ., peseurt politikerezh evit daskor ha skignañ disoc’hoù ar renabliñ, penaos lakaat e plas ur steuñv gwareziñ, ha kement zo. Setu kement a zanvezioù eskemmoù evit en em soñjal war plas ar renabloù e gwarez ar GSD.

Perzhidi :

  • Patricia Heiniger-CASTERET, antropologourez eus Skol-veur Pau ha broioù an Adour
  • Morgane DALLIC, e-karg eus ar pol sevenadur, glad, deskadurezh e Park naturel rannvroel ar Mor-bihan
  • Jeannot FLAGEUL, eil maer evit ar c’hevredigezhioù, ar sevenadur, ha abadennoù kêr Rostren
  • Kaset en-dro gant : Julie LÉONARD

ATALIER 4 – Bretania : Eus al levraoueg niverel
d’an dachenn eskemm war ar roadennoù sevenadurel

Setu m’eo Bretania, «porched sevenadurioù Breizh» abaoe 10 vloaz,
o titouriñ, o reiñ da anavezout hag o talvoudekaat an danvezioù sevenadurel hag ar glad e Breizh, pa gemer harp war ur rouedad aktourien sevenadurel a vez ganto fontoù niverelaet. Dastum a ra ar porched-se kement metaroadenn a ro da anavezout ar fontoù-se, ha degas a ra anezho er c’heflusker anvet Dastumadenn (Collection). Evel-se emañ Bretania o talvezout da genstroller roadennoù. Ur c’hemm bras zo e standardoù ha doareoù ober gant internet abaoe an dek vloaz tremenet.
Gant an daol-grenn-mañ e vo moaien en em c’houlenn peseurt perzh e c’hell Bretania hag e gendaolerien c’hoari e-bazh an daolenn niverel a-vremañ, kreizennet evel m’emañ war ar roadennoù. Penaos plediñ gant ar cheñchamantoù, eus ur web a veze kreizennet tro-dro d’an teuliadoù, d’ur web kreizennet war ar roadennoù hag an eskemmoù sokial ?
Penaos enframmañ implijerien ar porched en doareoù krouiñ hag adimplij ar roadennoù ? Petra a rankfe bezañ perzh Bretania war an dachenn broadel pe etrevroadel ?

  • Perzhidi :
  • Katell BRIATTE, karget a gefridi e kenstrollañ an danvezioù sevenadurel e ministrerezh ar sevenadur
  • Jean-François BERTRAND, eil-rener e renerezh ar sevenadur hag ar pleustroù sevenadurel e Rannvro Breizh
  • Jean-Baptiste PRESSAC, karget eus tretadur ha dielfennañ roadennoù/ produiñ ha skignañ korpusoù niverel e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) e Brest
  • Aline BENVEGNU DOS SANTOS, -karg eus an dastumadennoù e Tiez Breiz
  • Kaset en-dro gant : Gwenael CARVOU

4e00-4e30 : ehan gant ur banne kafe

4e30-6e00 d’abardaez : DEZREVELL AN HOLL ATALIEROÙ

6e00 : ROET E VO PRIZIOÙ AR GENSTRIVADEG LUC’HSKEUDENNOÙ
DIVROAÑ E BREIZH, DIVROAÑ EUS BREIZH

Ar genstrivadeg gentañ-mañ, bet aozet da geñver 10 vloaz BCD/Sevenadurioù, a zo bet dalc’het etre an 2 a viz Mae hag an 31 a viz Gouere 2022. An tem dibabet a oa an divroañ e Breizh. Ret eo bet d’an dennerien poltriji, koulz tud a-vicher hag amatourien, da ginnig o selloù war an eskemmoù hag an darvoudoù c’hoarvezet pa vez annezidi ur vro estren pe ur rannvro er-maez eus Breizh o kejañ gant tud ar vro, pe buhez an dud-se hag an eskemmoù gant tud ar vro, pe c’hoazh diwar-benn buhez ar Vretoned o vevañ pell eus ar vro. Embannet e vo an disoc’hoù da geñver gouel 10 vloaz BCD/Sevenadurioù.

ADALEK 8e30 : FEST-NOZ DEK VLOAZ BCD/SEVENADURIOÙ BREIZH ! (10 € – digoust -12 vloaz)

Loened Fall
Fleuves
Ebrel/Le Buhé
Brou/Quimbert
Lemoine/BouthillIer
Avel Vras

Aozet eo an darvoud-mañ gant sikour kêr Pondi.

Trugarekaat a reomp a greiz kalon ar sinema Rex evit abadenn sinema ar Gwener, Kerlenn Pondi ha Skoazell Skol Diwan Bro Pondi evit o sikour da aozañ ar fest-noz.
Emglev gant Tamm-Kreiz.

Distreiñ da roll ar pennadoù