Anna Quéré a zo nevez erruet e BCD. E karg ledañ danvez sevandurel Breizh e vo he labour.

Erruet eo Anna Quéré e-touez skipailh BCD abaoe deroù miz Meurzh ! Karget eo da ledañ danvez sevenadurel Breizh.

Goude studioù war an istor hag a sokioyezhoniezh, he doa labouret Anna evel kazetennerez e France 3 Breizh e-pad dek vloaz. Kazetennerez dizalc’h eo deuet da vezañ da c’houde. Labouret he deus evit meur a gazetenn, evel an Télégramme, kelaouenn ”Sciences Humaine” pe c’hoazh ”La grenouille à grande bouche”…

Leun a startijenn zo ganti, fiziet eo bet enni kenderc’hel d’ober war-dro lec’hienn Bécédia geriadur ar ouiziegezh niverel war Breizh, aozadur an heuliad prezegennoù o tont, hag ur bern kefridioù all !

Degemer mat dit Anna !

Distreiñ da roll ar pennadoù