Bazhvalan : emañ ar gartenn enlinenn

Evit treuzkas ur yezh hag ur sevenadur er bed a-vremañ e vez aozet kentelioù pe stajoù, ha gwir eo ez eo ret hen ober ; met gall a reer ivez daremprediñ tud zo o deus desket o yezh hag o sevenadur a-vihanik. Lakaat an dud da gejañ outo eo pezh a glask BCD ober gant ar raktres Bazhvalan (e brezhoneg) pe Baçadou (e gallaoueg).

Gwelloc’h deskiñ marvailhat e-pad ur veilhadeg, gwelloc’h deskiñ gouiziegezh al louzaouennoù o pourmen er maezioù eget hen ober e-pad kentelioù e salioù bras ur skol-veur !
Pinvidik-mor eo kejañ ouzh ur brezhoneger pe ur gallaoueger a-vihanik. Dre ar yezh e vez klevet danevelloùigoù hag e vez desket ur sevenadur hag un istor ne c’hellfemp ken anavezout nemet o lenn levrioù, e mod all. Perc’hennañ ur c’houiziegezh, un doare da welet ar bed a vez graet, ha memes amzer e vez klevet muzik ar yezh, troiennoù ur vro pe un den.
N’eo ket ken aes ha se, evit danvez brezhonegerien pe gallaouegerien a zo o chom e kêr, alies, da zaremprediñ tud a oar ar yezh a-vihanik, hag int kozh hag o chom war ar maez evit ar muiañ anezho. Diaes ar c’hejadennoù : disheñvel-mat eo ar bedoù lec’h m’emaint o vevañ, pep hini anezho e zoareoù da ober, ha se zo kaoz n’eo ket aes en em gompren. Evit terriñ an dizemglevioù ha lakaat ar bedoù-se da dostaat eo aet BCD war glask tud a vefe kad da vezañ Bazhvalan pe Baçadou, da lavaret eo da c’hoari an hanterour.
BCD/Sevenadurioù Breizh en deus karget Lena Catalan-Marcos da vont war glask an treizherien-se, gant sikour tud ha kevredigezhioù e pep korn eus Breizh-Izel : Tiez ar Vro, kevredigezhioù sevenadurel… Ouzhpenn kant den he deus kavet, an holl anezho kontant da ambroug unan o teskiñ da di ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez a-vihanik anavezet dezhañ, pe dezhi.

slider-Bazhvalan

Embann a ra BCD/Sevenadurioù disoc’hoù an enklaskoù-se war ur gartenn enlinenn, a vo adnevezet alies. War ar gartenn-se e vo kavet chomlec’hioù an dud o deus lakaet o anv evit bezañ «Bazhvalan» pe «Baçadou» : http://bcd.bzh/bazhvalan/.

Distreiñ da roll ar pennadoù