
Diskouezadeg “Ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvez e Breizh”
Ar gevredigezh Bretagne culture diversité hag ar bodad war ar glad sevenadurel dizanvez e Breizh a ginnig un diskouezadeg « bale » gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvez (GSD) evel ar sonerezh, an dañs, ar c’hontadennoù, ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel, ar ouiziegezhioù pobl war ar plantoù pe c’hoazh ar festoù-noz.
Dre an holl elfennoù-se, gwir gladoù bev adnevesaet a-hed ar remziadoù, e vo tu deoc’h ober anaoudegezh gant pinvidigezh liested sevendaurel Breizh. Komzet e vez deus Breizh hag e c’hlad en ur studiañ ar boazioù sevenadurel : o bividigezh, o pratikoù er buhez pemdez, o treuzkas ha penaos int azasaet er gevredigezh a-vremañ.
Testenioù dougerien ar gladoù bev-se az a da zisplegañ ar GSD. An diskouezadeg a ro ur plas bras d’ar skeudennoù ha d’ar sonioù : digorit o taoulagad hag o tivskouarn ha kejit ouzh pinvidigezhioù Breizh.
Kelaouadenn el Lise “Le Gros Chêne » e Pondi gant liseiedi 1añ STAB (Skiantoù ha Teknologiezhioù Agronomiezh hag ar Bev) hag o c’helenner Gaël LE DU. Staliet hag implijet eo bet an diskouezadeg e kerzh stummadur al liseidi.
Talbennoù :
– Domani ar glad sevenadurel dizanvez e Breizh :
- hengounioù dre gomz
- arzoù an arvestoù
- pratikoù sokial, lidoù ha darvoudoù
- ouiziegezhioù hag implijoù an natur hag an hollved
- skiantoù-prenet
- yezhoù
– An temoù :
- ar bividigezh
- an treuzkas / an etre remziadoù
- an dudi / an adneveziñ
- ar santimant identelezh
– Ar c’healioù :
- koñvension an Unesco evit gwarez ar glad sevenadurel dizanvez
- al liested sevenadurel