Ha komz a reoc’h deus glad sevenadurel dizanvezel ? Ur renabl-perzh e kornôg kreiz Breizh

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o deus lidet, d’ar yaou 3 a viz kerzu tremenet, renabl-perzh ar glad sevenadurel dizanvezel e tachennad kornôg Kreiz-Breizh.

Treuzkaset a rann oadoù da rann oadoù hag adnevesaet ingal, kavout a reer ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) er pratikoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù ha pleustroù diwar-benn an natur hag an hollved… ha dalc’het gant an holl. Evit gwareziñ ha skignañ ar glad bev-se ez eo bet savet ur goñvesion e 2003 gant an UNESCO war ar GSD. Evit an UNESCO e rank ar glad dizanvezel-se bezañ anavezet gant ur strollad tud evel ur glad a-stroll. Lakaat a ra ar goñvension-se ar re a dreuzkas ar glad-se e kreiz ar jeu.

En ur kemer mennozhioù ar goñvension-mañ e fell da BCD/Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh lakaat e plas ur renabl-perzh war ar bro. Meur a palioù a zo gant ar raktres :

  • Kompren penaos e vez bevet ar glad sevendurel dizanvezel gant tud ar vro ha brudañ anezhañ d’ar brasañ niver.
  • Komz deus ar glad-mañ en ur daremprediñ gant aktourien lies ar GSD en ur dastum alioù an holl.
  • Brudañ al liesseurted sevenadurel evit lakaat war well ar vro hag ar bobl.

Sikouret eo ar raktres-mañ gant Minister ar Sevenadur hag ar c’hehentiñ Bro-C’hall ha gant rannvro Breizh.

Distreiñ da roll ar pennadoù