Keleier

Ur chadenn video nevez enlinenn war lec’hienn BCD/Sevenadurioù Breizh

Ur chadenn video a zo bet lakaet enlinenn nevez’zo gant BCD/Sevenadurioù. Gouestlet eo d’ar raktres Bazhvalan / Baçadou. Adkavout a rit c’hwec’h atersadenn gant Daniel Giraudon, enklasker, a zegaso kuzulioù evit ar re a fell dezho mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik. Perak mont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ? Penaos kaout un eil emgav […]

Lire l'article

Ha komz a reoc’h deus glad sevenadurel dizanvezel ? Ur renabl-perzh e kornôg kreiz Breizh

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù Breizh, asambles gant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, o deus lidet, d’ar yaou 3 a viz kerzu tremenet, renabl-perzh ar glad sevenadurel dizanvezel e tachennad kornôg Kreiz-Breizh. Treuzkaset a rann oadoù da rann oadoù hag adnevesaet ingal, kavout a reer ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD) er pratikoù sokial, lidoù ha festoù, gouiziegezhioù […]

Lire l'article

“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5. Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar […]

Lire l'article

Kinniget e vez enklaskoù sonenrollet Donatien Laurent war Bretania

Ul lodenn deus enklaskoù sonenrollet Doantien Laurent a zo kinniget enlinenn gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC) ha Dastum. Gellout a reer bremañ lenn anezho war Bretania. N’eo nemet al lodenn gentañ a zo bet lakaet enlinenn. Ul labour niverel hir a zo bet kroget e 2011 gant Donatien Laurent, sikouret gant Kreizenn an […]

Lire l'article

Un diskouezadeg war René Yves Creston e Batz-sur-mer

Kinnig a ra Mirdi palud-holen Batz-sur-Mer div diskouzadeg pad betek an 3 a vizgenver 2016. An hini gentañ anvet René-Yves Creston, mare ar jestr, a zo bet savet gant Mirdi palud-Holen Batz-sur-Mer gant sikkour familh René Yves Creston. An eil, Luskad an amzer habask, a zo kinniget gant Padraig Creston. An div diskouezadeg-mañ a stroll […]

Lire l'article

An istor hag an niverel

An istor hag an niverel a vo talbenn un diviz aozet e Skol-veur gatolik ar C’hornôg e Arradon d’ar meurzh 24 a viz du o tont. Dre sikour an niverel ez eus tu skigañ an danvez istorel d’ar brasañ niver. Aes eo tizhout dielloù war internet, da dreuzkas danvez prizius pe c’hoazh da ginnig pennadoù istorel […]

Lire l'article

Emgavioù aktourien sevenadur Breizh el Liger Atlantel e miz du ha kerzu

Pediñ a ra Ajañs sevenadurel breizhek Morvan Lebesque aktourien sevenadur breizh departamant al Liger Atlantel da 6vet « Emgavioù aktourien sevenadur Breizh ». Aozet e miz du ha kerzu 2015, an emgavioù-se a zo aozet evit kinnig sevenadur Breizh el Liger Atlantel hag al labour a vez graet gant an ajañs evit brudañ ha diorroiñ  […]

Lire l'article

BCD/Sevenadurioù Breizh e Dielloù departamantel Aodoù an Arvor

Pedet eo BCD/Sevenadurioù da ginnig skouerioù  deus ostilhoù nevez evit an deskadurezh d’ar merc’her 4 a viz du eus 3e30 betek 5e abardaez e Dielloù Departamantel Aodoù an Arvor e Sant-Brieg. Kinniget e vo da gentañ an diskouezadeg bale “Aodoù an Arvor er brezel bed kentañ” savet gant an Dielloù departamantel. Da heul e vo […]

Lire l'article

René Vautier enoret

Da zizoloiñ war lec’hienn an ti produiñ Les mutins de Pangée, embannadurioù lies evit enoriñ René Vautier. Embannet o deus daou DVD-levr, unan anvet Afrique 50 hag egile René Vautier en Algérie, a ginnig 4 DVD gant ar film Avoir 20 ans dans les Aurès en o zouez. Pediñ a reomp ac’hanoc’h ivez da sellet […]

Lire l'article