Goulenn skoazell

Labourat a rit evit ur gevredigezh, ur strollegezh pe evidoc’h hoc’h-unan ha fellout a rafe deoc’h :

  • Gouzout hiroc’h war hon raktresoù, hor mod da vont en-dro ;
  • Kinnig ur raktres deomp, pe meur a hini, hag a glotfe gant hor c’hefredioù mod-pe-vod ;
  • Kaout skoazell pe bezañ kuzuliet war ar raktres a fell deoc’h sevel, a denn da sevenadur Breizh ;
  • Klask danvez-kevelerien da genlabourat ganeoc’h war ho raktres.

Pe fellout a ra deoc’h gouzout hag-eñ e c’hallfec’h :

  • Bezañ kenlabourer evit Brito, porched sevenadurioù Breizh ;
  • Skrivañ pennadoù, sevel danvez da embann war hol lec’hienn ;
  • Kinnig hoc’h oberennoù pedagogel evit rannañ danvez sevenadurel Breizh ;
  • Sevel ur renabl bennak a dennfe d’ar Glad Sevenadurel Dizanvez, war un tem pe en ur c’horn-bro resis.
  • Goulennit skoazell ganeomp !

Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù
Kendi Astrée
3, bali Cosmao Dumanoir
56100 AN ORIANT
02 97 35 48 77