Raktres BCD
Bazhvalan / Baçadou
Hollbouezus eo an emgav etre un deskard(ez) yaouank, eus kêr peurliesañ, diouzh un tu ha, diouzh an tu all, un den diwar ar maez, peurliesañ, forzh pehini vije danvez e varregezh (yezh, kan, gouzout-ober…) hag a gustum pleustriñ ganti abaoe e vugaleaj. War-var mont da get emañ an holl deñzorioù-se gant ar roueshoc’h-roueshañ m’eo an dreizherien-se hag abalamour da ren an emsavadurioù war an deskiñ. Daou ved distag a zo anezhe bremañ, aon gante mont e darempred an eil gant egile zoken.
Ken hollbouezus all eo eta renabliñ an dreizherien a c’hellfe sikour brezhonegerien pe galloegerien yaouank da gejañ gant tud hag a gustum ober gant ar yezhoù-se a-vihanig ; ha danvez-kanerien pe danvez-konterien da zeskiñ digant testoù gwirion pere oa degouezhioù an arzoù pobl-se.
Bet kaset da benn e 2015
Ouzhpenn 60 bazhvalan zo bet renablet gant Sevenadurioù Breizh o kemer harp war gevredigezhioù a bep seurt ha hiniennoù strevet un tamm e pep korn eus ar Vro.
Embann kartenn ar vazhvalaned hag o chomlec’hioù.
Embann 2016
Arnevesaat roll chomlec’hioù ha kartenn ar vazhvalaned ; buhezekaat ar rouedad.
Lakaat ar raktres Baçadou e pleustr.
Kevelourien
Tier Bro, kentelioù yezh, skolioù sonerezh, dastumerien, klaskourien.
Deiziataer
Digoradur e miz gwengolo 2015.