Raktres BCD

Bretania, porched sevenadurioù Breizh

Roet zo bet lañs d’ar raktres-mañ gant Rannvro Vreizh. Lusket ha meret eo gant BCD / Sevenadurioù Breizh, e oa bet digoret ez-ofisiel d’ar 14 a viz c’hwevrer 2014 en Oriant. Bretania, harpet ouzh rouedad un dek bennak a genberzhidi, eo an ode a zigor war danvez sevenadur ha glad Breizh.

Bet kaset da benn e 2015

Mererezh ar meziant Ermès (Emañ V2 Bretania war Ermès.6).

Klozadur ar marc’had foran kentañ d’an 31 a viz eost 2015. Boulc’het eo an eil marc’had a dalvezo betek an 28 a viz c’hwevrer 2018, ennañ ur prantad studiañ ha krouiñ servijoù nevez (4 miz) hag ur prantad korvoiñ (30 miz).

Kenberzhidi nevez : Diellva Kêr Sant-Brieg, Enklask Breizh-Izel 1939, Radio Breizh, Embannadurioù Skol-Veur Roazhon (PUR), Levraoueg Eskobti Kemper, Ti Embann ar Skolioù (TES).

Raktresoù 2016

Miz c’hwevrer 2016 : aozañ un devezh war dachenn Bro-Frañs a-bezh diwar « An Odeoù hag al luskañ-pratikoù, dreistholl dre ar c’henrouedadoù ».

Reiñ buhez da rouedad ar genberzhidi (4 emvod ar bloaz, emgavioù gant hemañ-henn), degemerer kenberzhidi nevez.

Skridsturiañ Bretania : raktres skeudennaouiñ glad pep kumuniezh komunioù gant un diell niverel savet gant pep kenberzhiad, diwar an teuliadoù kraf-ha-kraf, an diskouezadegoù enlinenn…

Emglevioù gant Moteur Collections hag Européana.

 

Kevelourien

Kenberzhidi gentañ :
- Cartolis
- Filmaoueg Breizh
- CRBC
- Dastum
- GLAD
- INA
- KDSK
- La Dépêche de Brest
- Les Tablettes Rennaises
- Skol-Veur Roazhon 2
- Les Transmusicales
- Ouzhpenn 80 danvez kenberzhihi a zo bet renablet.

Deiziataer

4 emvod ar genberzhidi bep bloaz

Liammet gant