Raktres BCD

Diskouezadegoù enlinenn

Diveradenn ar raktres

Ul lodenn vat eus an dikouezadegoù diwar sevenadur Breizh zo termenet en amzer ha berrbad. Un druez eo kement-mañ dre ma zo dioute frouezh ur preder aketus hag ur pourvez bras a zielloù bet dastumet a-ratozh evit o sevel.

Kinnig a ra Sevenadurioù Breizh sikour sevenourien an diskouezadegoù-se da sevel un diskouezadeg enlinenn evit mirout ur roud eus al labour bet sevenet hag evit ober e seurt ma talvezo d’an holl ha ma pado pell goude diwezh an diskouezadeg fetis.

Bet kaset da benn e 2015

A-benn miz kerzu 2015 e oa bet skignet div diskouezadeg enlinenn gant BCD / Sevenadurioù :

Raktresoù 2016

Sevenet e vo ar raktresoù-mañ e 2016 :

  • Kendalc’het e vo gant an diskouezadeg diwar kaieroù « Louis le Breton », ergerzhour war vourzh L’Astrolabe (1837-1840),
  • Un diskouezadeg diwar al luc’hskeudennoù kentañ diwar-benn Breizh , etre 1850 ha 1860 (Mirdi Kemper),
  • Ur raktres all n’end eo ket termenet resis evit c’hoazh.

Kevelourien

Mirdi Sant-Brieg, Maner Kernaod, Mirdi Kemper.

Darempredoù : Renerezh ar glad e Kuzul-rannvro Breizh, Mirdi Breizh, miz du 2013, Mirdi all e 2014 (Pont-Aven, Sant-Brieg, Maner Kernaod, Kompagnuniezh an Indez…).

Liammet gant