Raktres BCD

Emgavioù ar GSD

Kenaozet e oa bet gant Sevenadurioù Breizh hag ar gevredigezh Dastum an eil « Emgavioù etrevroadel war ar glad sevenadurel dizanvezel » e Brest e miz kerzu 2012, e stern ar festival NoBorder#2 savet gant ar gevredigezh BWS ha leurenn vroadel ar C’houarz.

Diskouezet eo bet gant an emgavioù-se, da heul re Roazhon e 2008, an interest a zo ouzh ar meizad nevez-mañ, an emgavioù a denn dezhañ hag an oberererezhioù stag outañ. Kadarnaet eo bet hon c’hoant da aozañ emgavioù reoliek o welet pinvidigezh ar c’hejadennoù hag ar prezegennoù, talvoudegezh an eskemmoù etre oberourien ar sevenadur hag ar skolveuridi, hag an niver bras a arvesterien sachet gante.
Kavout a ra deomp ne vefe ket re bounner sevel seurt emgavioù bep pevar bloaz, koulz evit a sell ouzh redioù an aozañ e-unan hag evit emdroadur ar preder hag an obererezh.

Raktres

Aozañ ha sevel an trede emgavioù etrevroadel war ar GSD e Breizh.

Kevelourien

NoBorder#2,
Le Quartz, reoù all ?

Liammet gant