Raktres BCD
Skol-veur an holl
Pledet e vez enni gant krafoù a denn d’hon chefridioù, termenet en ur programm nav abadenn ar bloaz d’ar muiañ. Arbennigourien veur war o danvez eo an dud pedet ganeomp, skolveuridi anezhe pe get, a oar rannañ o gouiziegezh gant ar brasañ niver.
E meur a lec’h, strevet e pep korn Breizh a-bezh e vezont aozet. Par ma c’haller e vez graet enrolladennoù video dioute a gavor war chadenn video Sevenadurioù Breizh hag el levraoueg niverel goude-se.
Bet kaset e 2015
Gant al liested sevenadurel zo bet pledet ar bloaz-mañ.
- ar 24 a viz genver 2015, e Sant-Nigouden : « Lies-identelezh ; Breizh, douar an degemer ? »
- an 20 a viz meurzh 2015, e mediaoueg Plouguerne : « Liested ar c’heginañ ha treuzkas ».
Raktres 2016
Asantet eo bet gant ar c’huzul-merañ ne vefe ket roet lañs ganeomp ken d’ur seurt rummad prezegennoù, re ziaes deomp e aozañ. Gwelloc’h eo deomp stagañ gant darvoudoù a zo dioute c’hoazh pe kinnig enrollañ prezegennoù raktreset gant aozadurioù all. (da skouer : hon c’henlabour gant kevredigezh douaroniourien Breizh war ur rummad abadennoù war grafoù o tennañ d’an douaroniezh).
Kevelourien
Ar c’hevredigezhioù pe ar frammoù a gustum reiñ bod deomp :
E 2014 : Ti Bro Dreger-Goueloù, ACB 44, komun Monteneuf ha bro-douristañ Bretagne plus.
Deiziataer
Bet lakaet war-sav eus miz gwengolo betek miz even.