Raktres BCD

Web-rumm / web junior

Ober gant frammoù video aezet o skignañ dre internet ha dre ar c’henrouedadoù evit boutinaat danvez sevenadur Breizh.

Berr ha dedennus e ranko bezañ ha diwallet pizh e vo o danvez, koulz evit a sell ouzh ar c’hemenn hag ouzh an darvoudoù ma vo kaoz anezhe.

Savet zo bet ganeomp ur rummad 24 abadenn hag a bled gant ar raksoñjoù diwar Breizh hag ar Vretoned. O skignet hon eus an eil war-lerc’h eben a viz da viz. Sachañ arvesterien yaouank gant danvez dudius ha talvoudus war un dro an hini oa hon fal.

Bet kaset da benn e 2014-2015

Ur rummad 24 abadenn o plediñ gant ar raksoñjoù pe ar brizhskeudennoù diwar Breizh hag ar Vretoned. E miz here 2015 e oa bet skignet an abadenn ziwezhañ. Ouzhpenn 225 000 gwech e oa bet sellet oute a-benn fin miz here 2015.

Embannet e oa bet un DVD e miz even 2015, ar beder ababenn-se warn-ugent enni.

Troet zo bet 12 abadenn e brezhoneg.

Raktresoù 2016

Ur rumm nevez zo war ar stern gant ar soñj tizhout ar re yaouank, war-eeun pe dre hanterouriezh ar gelennerien. Stag e vo e zanvez ouzh programmoù an deskadurezh-Stad hag ouzh sevenadur Breizh, e stumm tresadennoù fiñv div pe deir munutenn pep hini anezhe.

Kevelourien

Kenproduadur BCD / LBK / UPR, chadennoù lec’hel.

Liammet gant