Raktresoù BCD

Pourchas dielloù (deskadurezh stad)

Boutinaat sevenadur Breizh eo kefridi Sevenadurioù Breizh ha tizhout ar re yaouank a rankomp ober da gentañ. Stagañ sevenadur Breizh ouzh programmoù ar skolioù, forzh pe live ha forzh pe danvez e vefe, eo ar gwellañ mod da dizhout ar pal-mañ.

Dizoloiñ ar raktres

Sintezenn mouezh ar brezhoneg

Meur a bazenn a ranker mont gante a-benn ma vo savet ur yezh, ha mouezhioù goude-se : dastum elfennoù-yezh (dastum testennoù dreistholl), studiañ ar yezh, krouiñ un dastumad elfennoù-yezh da vezañ distaget, enrollañ mouezhioù (unan pe meur a hini, ur reizhad pouezmouezhiañ pe meur a hini).

Dizoloiñ ar raktres

Stalieroù an amzer troskol

Reiñ da anavezout pe da astenn anaoudegezh sevenadur Breizh gant ar re yaouank (sonerezh, kan, dañs, arzoù kaer, sport ha c’hoarioù, lennegezh…) o skignañ danvez ar sevenadur-mañ er stalieroù tro-skol pe diavez-skol a vez kinniget gant frammoù niverus, kevredigezhioù pe reoù all.

Dizoloiñ ar raktres

Skol-veur an holl

Unan eus ar binvioù dibabet gant BCD evit tizhout an niver brasañ a dud eo Skol-Veur an Holl.

Dizoloiñ ar raktres

Videoioù war danvez liesseurt

Ur benveg talvoudus-tre eo ar video ; gwelloc’h evit ar skrid a-wechoù evit rannañ gouiziegezh, kemer an amzer ret da zisplegañ an traoù pe, er c’hontrefed evit mont prim ha berr war-zu ar re yaouank.

Dizoloiñ ar raktres

Web-dielloù

Ul lec’h ma kej ar video gant perzh kenoberiant internet eo ar web-diell.

Dizoloiñ ar raktres

Web-rumm / web junior

Ober gant frammoù video aezet o skignañ dre internet ha dre ar c’henrouedadoù evit boutinaat danvez sevenadur Breizh.

Dizoloiñ ar raktres