“Treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz” a vo tem ur c’hendiviz e Brest

Kemer a raio perzh BCD / Sevenadurioù Breizh er c’hendiviz « treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz » aozet gant Drom e-pad festival No Border#5.

Evit an trede bloavezh da heul e vo aozet, gant kevredigezh Drom, ur c’hendiviz diwar-benn treuzkas ha kelenn sonerezhioù an hengounioù dre gomz. Klaskerien, sonerien, pedagogourien a zivizo diwar-benn ar goulenn-mañ : «Treuzkas, kelenn, deskiñ, adtaolenniñ, drevezañ, laerezh : peseurt choazoù ober ha perak ? Ar roll-labour, ar skritell hag ar follenn-nij stumm niverel a gavoc’h amañ stag.

Ar c’hendiviz-mañ a vo aozet e stern ar festival NOBORDER#5, anezhañ ur festival sonerezhioù pobl ar bed. E Brest e vo, eus an 10 d’an 13 a viz Kerzu.

http://www.festivalnoborder.com/

Roll-labour :

Yaou 10 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

9e30 : Banne kafe da zegemer an dud

10e00-10e30 : Prezegenn digeriñ

10e30-12e30 : Traoù bet graet : peseurt goulennoù, peseurt respontoù, peseurt suradennoù (!), peseurt kantreadennoù ?

2e00-3e10 g.k. : Bannet e vo ar film Growing into music gant Lucy Duran. Kevelet gant an FAMDT.

3e30-5e00 g.k. : En em soñjal : an doareoù da dreuzkas.

Gwener, 11 a viz Kerzu 2015

Er c’hQuartz

10e00 : Banne kafe da zegemer an dud

10e30-12e00 : Peseurt politikerezhioù evit treuzkas sonerezhioù an hengounioù pobl ? Kevelet gant BCD / Sevenadurioù Breizh.

12e00-12e30 : Petra ‘zo nevez e-keñver an treuzkas.

E skol-veur Victor Segalen

2e00-4e00 g.k. : Prezegenn gant Johanni Curtet. Klask, seniñ ha treuzkas. Un istor dic’hortoz gant ar c’han khöömii (kan kendon eus Bro Mongolia).

Kevelet gant Skol-Veur Breizh-Izel, UFR Lizhiri, Yezhoù ha Skiañtoù an Dud hag al LABERS.

E sinema Les Studios

5e00-6e00 g.k. : Bannet e vo an teulfilm Quatre saisons gant Pauline Burguin. Diviz da heul.

Roll No Border e video :

Distreiñ da roll ar pennadoù